Kawan
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kawan (distaget [ˈka.wãn]) zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Bear, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
Anv
- Berard Tanguy ː Ecclesia de Cavan, 1170; Kaguan, 1283; Cavan, c. 1330; fin XIVvet kvd
- Erwan Vallerie ː Kaguan, 1283; Cavarn ?, 1298; Cavan, 1371, 1516; Caven, 1592; Cahoen, 1630
Gerdarzh
Distaget e vez ['kawèn] anv ar barrouz gant tud ar vro ha n'eo ket [ka'wann] evel ma vez klevet re alies gant nevez-vrezhonegerien 'zo. Dont a rafe an anv-se eus un adanv da sant c'hGaran, Kadvan, moarvat, hag a zo testeniekaet e Kembre. Div skol a zo diwar talvoudegezh anv ar Gumun :
- ar re hag a zo stag gant un anv den :
Ne deu ket anv ar gumun-mañ diwar ar ger kaouenn. - B. Tanguy : diouzh henbrezhoneg Catman. (dislaret er bajenn Kaouenneg)
- ar re a zo kentoc'h a du gant : kaouenn, an evn:
- Marteville & Varin (1843); - Jean-Yves Le Moing (2007); pajennoù 24 & 72. gwelout er bajenn kaozeadenn. - Hervez Froger ha Pressensé, teir gaouenn a zo en ardamezioù (kanus) familh Cavan, XIIIvet kantved (lodenn war ar stern)
Remove ads
Ardamezioù
En aour e deir c'haouenn en sabel, 2, 1.[2]
Istor
Nevezoadvezh ar maen hag ar mare gall-ha-roman
Abaoe nevezoadvezh ar maen e tle bezañ tud o vevañ e-lec'h m'emañ ar barrez. Er mare galian-ha-roman e tremene an hent eus Landreger da g-Karaez hag an hini eus ar Roc'h da Louergad e-kichen ar bourk.
- Kartenn. La Messelière 1933
- Kartenn. Alan An Diuzet. 1960
Ar grennamzer
E 1030 e oa bet renablet ar barrez er "Pouillé de Tours". D'ar veskontez Royanteline e oa en XIvet kantved. Pa varvas ar veskontez e voe roet he douaroù da Zuk Breizh. War-lerc'h e kouezhas Kawan etre daouarn tud Pentevr ha goude re tud Avaogour. E kentañ lodenn an XIIvet kantved perc'henn aotrouniezh Kawan ha Kaouenneg a oa anvet Aymeri, bev e oa c'hoazh e 1280. Klask a reas e vab, Yann, stourm a-enep Dug Breizh, Yann Iañ, da sikour konted Pentevr. Koll a reas hag e tapas dug Breizh aotrouniezh Kawan digantañ, da reiñ da Yann a Kersaliou. Aotrouien Kawan a douge ur skoed "aour e deir c'haouenn sabel". Er XIVvet kantved e voe reuz e Bro-Dreger etre tiegezh Moñforzh a oa skoazellet gant ar Saozon hag hini Bleaz a oa eus kostezenn ar C'hallaoued. Mervel a reas kalz a Saozon e Kawan setu perak ez eus bet anvet ul lec'h "Bered ar Saozon". Echuiñ a reas al luz pa oant bet skarzhet e 1347. Er mare-se e oa Kawan ha Kaouenneg dindan dalc'h Gwengamp. Rannet e oa ar barrez hag e trev e meur a dalc'h lezennel bras.
Ar C'hevre
E-kerzh brezelioù ar C'hevre Katolik en emgannas arme Bro-C'hall hag hini dug Mercœur, hag e voe distrujet bro Kawan e fin ar XVIvet kantved.
An Dispac'h Gall
Feulster ha krizder a voe kaset gant an Dispac'h Gall e Kawan. D'an 10 a viz Gwengolo 1792 e oa bet tapet meur a zegad a annezidi eus ar barrez en un emgann etre ar Warded Broadel Lannuon ha 4 000 emsavad eus ar parrezioù tro-war-dro, ha rediet da dennañ warne. Ar c'huzul-kêr kentañ da vezañ dilennet a oa e 1790.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 77 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
- Kemeret e voe 29 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 21 a viz Mae 1944, hag 20 000 Lur d'an 31 a viz Mae gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
- Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
Iliz katolik Sant C'haran
Diavaez
Diabarzh
- Itron Varia Kawan
- Enskrivadur war traoñ delwenn Itron Varia
- Itron Varia Druez
- Sant Cheron
- Zant Garan, Pedet Evidomp
Chapel Barderoù
Maner Koad-Riou
- Koad-Riou. La Messelière. 1929
Ti ar Vro (er presbital kozh)
- Ti ar Vro Treger ha Goueloù.
Monumant ar re varv.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[5].
Brezhoneg
- A-bell 'zo ez eus panelloù divyezhek e Kawan
Ya d'ar brezhoneg
- D’ar 27 a viz Mae 2006 eo bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war un dro al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
An amzer a-vremañ
- Pierre-Yvon Tremael
- Pêr ar Floc'h a voe dilennet maer e 1801. War-lerc'h e vezas heuliet gant Gwilhom Tremel, Gwilhom Razavet, F. Loeiz Droumaget, Yves-Marie Unwaz, Loeiz ar C'hwerv, Jozef Klec'h, Jozef ar Rolant, Jozef Helkin, Ujen an Hegarad, Fañch-Mari Perrot, Pierre-Yvon Tremael ha Pierre-Yves Nikol.
Tud
Deuet eo Kawan da vezañ ur seurt "kêr-benn" evit sevenadur ar vro, ha deuet ez eus ur bern sonerien hag arzourien brudet e metoù sonerezh Breizh da vevañ e Kawan. En o zouez emañ: Gweltaz Moal, Hugues Besco, Louis-Jacques Suignard, Ifig Troadeg...
Ardamezeg ar familhoù
| Le Borgne
Aotrounez la Bouëxière / Ar Veuzit |
En argant e gab dentek en gul | |
| Michel [7] Aotrou Kerdaniel |
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant |
Darempredoù etrebroadel
Gevelliñ
Gevellet eo Kawan gant ur gêr eus Kontelezh An Cabhán (Cavan e saozneg) en Iwerzhon.
Liammoù diavaez
Levrlennadur
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- (fr)J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord. Ti-moulerezh Guyon, Saint-Brieuc. 1890. Adembannet gant La Tour Gile, 1995.
- (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


