Kensonenn logigoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn logigoù (saoz.: alveolar consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an dent da lec'h distagañ pennañ, da lâret eo e stok pe e tosta penn an teod ouzh al logigoù dent, etre an dent hag ar staon.
Alies a-walc'h e ra yezhoù ar bed pe gant kensonennoù dent (evel e spagnoleg) pe gant kensonennoù logigoù. E meur a yezh indezek avat, en o zouez ar sañskriteg hag an hindeg e reer gant rummadoù fonemennek logigoù ha dent.
N'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ kensonennoù logigoù en ur mod disheñvel diouzh ar c'hensonennoù dent ha mar bez ezhomm merkañ al lec'h distagañ resis e ranker ober gant sinoù diakritek skrivet dindan an arouezennoù hag a dalvez evit skrivañ kensonennoù dent, da skouer [s̪, t̪, n̪, l̪] keit ha ma talvez an arouezennoù hep sin diakritek ebet evit merkañ ar c'hensonennoù logigoù.
Setu ar c'hensonennoù logigoù pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
Remove ads
Gwelit ivez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads