Kerzu
12vet miz ar bloaz From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Daouzekvet ha diwezhañ miz ar bloaz eo Kerzu en Deiziadur gregorian. Ar mizioù du a vez graet eus miz Du ha miz Kerzu e brezhoneg. Un deiz ha tregont zo ennañ, unan eus ar mizioù hirañ eo eta.
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |

Remove ads
An anv
Dont a ra an anv eus "ker" ha "du": ar miz du-tre eo Kerzu.
Kerdu a vez lavaret e rannyezh Treger. Anv ur c'hastell hag ur wazh e korn-bro Lokmikael-an-Traezh eo Kerdu ivez.
E-pad ar miz
- D'an 8 e vez enoret ar Werc'hez Vari gant an Iliz katolik roman.
- An 21 eo deiz kentañ ar goañv en hantervoul norzh ; an deiz berrañ eus ar bloaz eo eno. A-raok an deiz-se e verra an deiz, war e lerc'h e hira goustad. En hantervoul su eo ar c'hontrol, an deiz hirañ eo ha penn-kentañ an hañv.
- D'ar 25 emañ Nedeleg, lidet gant ar gristenien evel deiz ganedigezh Jezuz-Krist.
- An 31 eo deiz diwezhañ ar bloaz, ha kustum eo an dud da lidañ dibenn ar bloaz kozh ha penn-kentañ an hini nevez.
Remove ads
Krennlavaroù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads