Kleder
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kleder ([ˈkleː.dɛr]) zo ur gumun e Bro-Leon hag eus departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Remove ads
Anv
- Bernard Tanguy ː parrochia de Cleder, 1282, e-tro 1330[2].
- Erwan Vallerie ː Cleder, 1282, 1516, 1709[3]
- Gerdarzh
Hervez ur vojenn e teufe eus anv sant Ke, ur manac'h eus Iwerzhon deuet da Vreizh er Vvet kantved, savet gantañ ur manati e Kleder. Sant-paeron ar barrez eo bet.
Bernard Tanguy ː emañ gant parrez Kleder anv ur sant brezhon eus Kernev-Veur (ma tremen evit unan eus mibien ar roue Brychan eus Kembre), anv-diazez St. Clether (Seyncleder e 1429, ecclesia Sancti Clederi e 1261). Ne vez ket lidet ken e Kleder. Sant Pêr en eus kemeret e blas, ha gantañ Sant Ke-Colledoc..."
Remove ads
Ardamezioù
En gul e gastell e zaou dour hag e ziv siminal en aour, digoret ha goulaouet en gul, un aerouant en sabel difoupant diouzh an nor, heuliet ouzh kab gant teir artichaodenn en argant treustellet hag ouzh beg gant ur ginerminig en argant.
- Disklêriet er prefeti d'an 28 Mezheven 1978.
Istor
Dispac'h Gall
Tud eus ar gumun a gemeras perzh en Emgann Kergidu d'ar 24 a viz Meurzh 1793 e-kichen Plougouloum ; un dell-gastiz a 13 450 lur a voe paeet gant ar gumun edan 24 euriad[4].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 237 gwaz eus ar gumun, da lâret eo 4,55% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[5].
Eil Brezel-bed
- Hervez monumant ar re varv, 41 soudard eus ar gumun a varvas war an talbenn. 17 Klederiad a varvas evit abegoù all (bombezadegoù...).
- Daou vugel, Jeanne hag Yves Béchu, 13 ha 9 vloaz, a voe lazhet d'an 30 a viz Du 1942 e Kreac'hwaleg gant ur soudard troet da sot[6].
Lazhadeg an 8 a viz Eost 1944[6]
- E-kerzh an noz e voe dihunet annezidi ar bourk gant trouz ur golonenn kirri-tan. Un nebeud tud a yeas e-maez eus o zi, o soñjal e oa Amerikaned: soudarded alaman e oa e gwirionez, o tont eus Kastell-Paol ha Trelaouenan hag o vont da Bloueskad. Evit abegoù dianav e krogjont da dennañ war an tiez tro-dro. Un den a voe gloazet gant ur boled. Mont a rejont kuit war-dro 7e vintin.
- Da 8e30 vintin en em stalias er bourk soudarded alaman all. Strolladoù soudarded all a blantas o reuz er maezioù tro-dro, en ur lakaat tan en atantoù hag en eostoù. Pemp gwaz a voe fuzuilhet ouzh ur c'hleuz e-kichen antre ar bourk, war hent Ploueskad. Unan all a voe lazhet e Penn al Lann Kerizur. Soudarded alaman a yeas goude da Skol ar Baotred evit tapout c'hwec'h den: unan a voe lazhet diouzhtu, ar pemp all a voe kaset betek Ploueskad el lec'h ma voent lezet da vont. E Kroazabandu e voe gwallet ur vaouez ha lazhet anezhi asambles gant he mab 15 vloaz. War-dro kreisteiz e voe tapet daou waz all a oa gloazet ha fuzuilhet anezho er bourk. Tennet e voe gant an Alamaned war atantoù Kreac'h-Avel: lazhet e voe gant ur boled ur gwaz a oa deuet da lazhañ an tan a oa krog en tiez. Ur gwaz all eus Ploueskad a voe lazhet e-kichen bourk Kleder, goude ma vije bet tennet warnañ pa glaske lammat a-us d'ur c'hleuz evit kuzhat.
- 13 den a voe lazhet en deiz-se, 12 eus Kleder en o zouez. Chom a ra amsklaer abegoù al lazhadeg: hervez medisin ar gumun, an aotrou Le Méhauté, a ouie alamaneg, o dije lavaret ar soudarded alaman e vije bet tennet warno nepell diouzh Kleder. O vont war-zu Brest e oant, o kilañ dirak araokadennoù an arme amerikan. Dieubet e voe Kleder gant ar re-se un devezh goude, d'an 9 a viz Eost 1944, war-dro 3e goude kreisteiz.
Goude an Eil Brezel-bed
- E Kleder e oa bet savet kentañ staj Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion adalek an 3 a viz Eost 1948.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk

- Traezhenn an Amied, hini hirañ ar gumun.
- Traezhenn Tevenn Meur.
- Traezhenn Kerfichen.
- Tumulus Oadvezh an Arem en Hellen (2000 - 1500 k.J.K.)[7].
- Bezioù Oadvezh an Arem e Lezomi-Uhelañ[8].
- Maen-bonn Kerider, Oadvezh an Houarn.
- Maner Troñjoli, XVvet kantved, rummet Monumant Istorel[9].
- Maner Kervengi, XIIIvet kantved, enskrivet evel Monumant Istorel[10].
- Kastell Kergornadeac'h (1620), enskrivet evel Monumant Istorel[11].
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[12],[13].
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
Tud bet ganet eno
- 1830 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ
- 1884 : Yann-Loeiz Emili, kazetenner, skrivagner ha troour brezhonek.
- 1902 : Visant Fave, bet eileskob Kemper ha Leon, skrivagner brezhonek
- 1908 : Visant Seite, ganet en Ogelloù, frer, skrivet gantañ hentennoù brezhoneg, ur geriadur ha levrioù
- 1946 : Louis Le Duff, krouer ar strollad Le Duff (Brioche Dorée, Del Arte, Bridor, Le Fournil de Pierre, La Madeleine...)
Tud stag o anv ouzh ar c'humun
- Ar c'hont Émile de Kermenguy (Kastell-Paol 1810 - Pariz 1893), perc'henn war maner Kervengi, kannad unpennelour Penn-ar-Bed eus 1871 betek 1893, bet maer Kastell-Paol adalek 1848, anavezet evit bezañ dilezet e garg kuzulier-meur d'an 2 a viz Kerzu 1851 evit sevel a-enep taol-Stad Napoléon III.
Ardamezeg ar familhoù
Remove ads
Brezhoneg
- Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[14].
- Deskadurezh
- Klasoù divyezhek prevez abaoe 1991 (Skol Sant-Jozef).
- Klasoù divyezhek publik (Skol publik Per-Jakez Helias).
- En distro-skol 2024 e oa skoliataet 78 bugel en hentennoù divyezhek (24 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Remove ads
Gevelliñ
Sport
Mell-droad
- Union Sportive Clédéroise[15]
Levrlennadur
- (br) Visant SEITE, Ar marh reiz, E Bro-Leon gwechall, Ar Skol Dre Lizer, 1985, 342 p.
- (fr) René CARDALIAGUET, Cléder : prêtres et paysans sous la Révolution, Du Courrier, 1939, 137 p.
- (fr) Annick FLEITOUR, Le petit train Rosporden-Plouescat , Editions Ressac, 2001
- (fr) François MOAL, Cléder une terre en Léon, Plomée, 1999, 381 p.
- (fr) René MONFORT, Cléder, gens de mer et de terre, 2001
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Remove ads
Liammoù diavaez
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
- (fr) Ofis an douristelezh
- (br) Kleder war Geobreizh
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

