Kuriom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kuriom
Remove ads

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar c'huriom ; Cm eo e arouez kimiek, 96 e niver atomek ha 247,070 e dolz atomek.
An eizhvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...

Arabat eo droukveskañ gant Keriom 58Ce !

Remove ads

Istor

E 1944 e voe kevanaozet kuriom-242 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Glenn Theodore Seaborg, Ralph A. James, Leon Owen Morgan hag Albert Ghiorso dre skinata plutoniom-239 gant rannoùigoù α en ur c'hiklotron bihan 1,5 m e dreuzkiz :

239 Pu + 4 He —→ 242 Cm + 1 n
94 2 96 0

Pevar neutron a voe ouzhpennet d'ar plutoniom-239 a-benn kenderc'hañ Cm-242 hag un neutron. E Skol-veur Chicago e voe gwiriekaet kavadenn ar c'huriom.
E miz Meurzh 1945, dre an hevelep dazgwered, e voe kenderc'het Cm-240 ha tri neutron.
E dibenn an Eil Brezel-bed, d'an 11 a viz Du 1945, e voe kemennet dizoloadenn an elfennoù 95 ha 96 gant G. T. Seaborg e-unan e-kerzh un abadenn skingomz evit ar vugale, Quiz Kids, ma oa bet pedet evel skiantour evit respont da c'houlennoù ar selaouerien. Er sizhunvezh war-lerc'h, d'ar 16 a viz Du, e voe embannet ez-ofisiel en emvod an American Chemical Society.
En enor d'ar fizikourien Pierre ha Marie Curie, o devoa dizoloet ar radiom, e voe roet an anv curium d'an elfenn 96.

Priz Nobel ar Gimiezh 1951 a yeas gant Glenn T. Seaborg evit bezañ dizoloet kimiezh an elfennoù pounneroc'h eget an uraniom, hag evit bezañ klokaet taolenn drovezhiek an elfennoù de ouzhpennañ an aktinidoù. Da Edwin Mattison McMillan e voe roet ar Priz ivez, p'en devoa dizoloet an neptuniom e 1940.

Remove ads

Perzhioù

Ur metal kalet liv an arc'hant eo ar c'huriom. Par da re e amezeg al lantanid 64Gd eo e berzhioù fizikel, daoust d'ar c'huriom bezañ tost da ziv wezh douesoc'h eget ar gadoliniom :

Muioc'h a ditouroù Douester (g/cm3, Teuzverk (°C) ...

Kimiek

Disheñvel diouzh re an aktinidoù 90Th ha 92U eo perzhioù kimiek ar c'huriom, ha par da re an amerikiom 95Am ha da re lod lantanidoù ez int kentoc'h.

Izotopoù

N'eus izotop stabil ebet d'ar c'huriom ; war-dro ugent skinizotop ha 7 izomer derc'hanel anezhañ zo anavezet, eus 233Cm betek 252Cm.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Kenderc'hadur

Fizikel

Abaoe ma 'z eus dazgwerederioù derc'hanel da genderc'hañ tredan (1951, e Stadoù-Unanet Amerika) ez eus bet dastumet un nebeud kilogrammoù Cm-242 ha Cm-244, hag un nebeud grammoù pe viligrammoù eus izotopoù pounneroc'h. Ken kemplezhek eo e hiniennekaat a-douez an dilerc'hioù skinoberiek ma 'z eo aesoc'h ha marc'hadmatoc'h kevanaozañ kuriom dre zazgweredoù derc'hanel diouzh an ezhomm.
E-lec'h tremen dre an dazgwered Pu-239 → Pu-243 → Am-243 → Am-244 → Cm-244 (a roio Pu-240 dre zigevanad α) e kaver gwelloc'h tremen dre zigevanad ar c'haliforniom :

252 Cf α
————→
2,645 b.
248 Cm
98 96

Dedennus eo Cm-248 abalamour d'e hanter-vuhez hir.
Tu zo da zastum Cm-245 dre zigevanidigezh Cf-249, a zeu diwar zigevanidigezh ar berkeliom-249 :

249 Bk β-
————→
330 d.
249 Cf α
————→
351 b.
245 Cm
97 98 96

Kimiek

Lantanidoù hag aktinidoù oksidet zo en trelosk a zo bet arveret en dazgweredoù derchanel, a anver trelosk MOX (Mixed OXides, "oksidennoù mesket"). Ret eo tennañ ar plutoniom hag an uraniom eus ar MOX kent didoueziañ al lantanidoù oksidet hag an aktinidoù oksidet ; goude-se e tivesker an amerikiom hag ar c'huriom a-douez an aktinidoù oksidet.
Dre goazhañ fluoridenn ar c'huriom e teuer a-benn da c'hounez ar metal glan : CmF3 + 3 LiCm + 3 LiF

Arver

  • E-touez an elfennoù skinoberiekañ emañ 96Cm. Ganerioù skinoù α galloudus eo Cm-242 ha Cm-244, setu e c'hallont bezañ arveret da c'henel tredan ha gwrez en egorlistri met ken kreñv eo o skinadur neutronoù ha skinadur gamma ma ranker herzel outo gant skrammoù 20 gwezh tevoc'h eget ar re a zo rekis pa implijer Pu-238 ; dilezet eo bet an arver-se neuze, met Pu-238 a c'haller kenderc'hañ dre Cm-242.
  • Cm-244 zo bet arveret evel andon rannoùigoù α ar skalfadventerioù dre skinoù X a zo el listri-ergerzh bet kaset betek Meurzh a-benn dielfennañ reier.
Remove ads

Notennoù

  1. Gouest eo da zazgwerediñ koilz evel un drenkenn pe ur vazenn, diouzh stad e oksidadur.

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads