Latvia

From Wikipedia, the free encyclopedia

Latvia
Remove ads

Ur vro en hanternoz Europa eo Latvia (latveg : Latvija), war aod reter ar Mor Baltel. Unan eus an teir bro valt eo.

Fedoù berr-ha-berr Unaniezh Europa, Latvijas Republika ...
Remove ads

Douaroniezh

Er Su dezhi emañ Lituania, hag en Norzh emañ Estonia. Harzoù boutin he deus Latvia ivez gant Rusia ha Belarus.

Istor

  • Andris Bērziņš a voe prezidant etre an 8 a viz Gouere 2011 hag an 8 a viz Gouere 2015, ha Raimonds Vējonis abaoe an deiz-se.

Politikerezh

Ur parlamant unkambrek anvet ar Saeima he deus Latvia, kant sez ennañ. Bep pevar bloaz e vez dilennet ar barlamantidi dre ar vouezhiadeg eeun. Dilennet eo prezidant ar republik gant kannaded ar Saeima gant an tu-gounid groñs. Vaira Vike-Freiberg a oa ar Brezidantez betek 2007. Addilennet e oa bet e 2003 evit pevar bloavezh (gallout a reer bezañ dilennet div wech). Valdis Zatlers zo bet prezidant d'he heul eus 2007 da 2011.

Gant ar prezidant e vez anvet ar C'hentañ ministr a ra, a-gevred gant e vinistred, galloud-oberiañ ar gouarnamant.

Rannoù melestradurel

Rannet eo Latvia etre peder rannvro istorel hag o deus un dalvoudegezh velestradurel dister a-walc'h :

  • Zemgale e su ar vro,
  • Kurzeme er c'hornôg,
  • Latgale er reter,
  • Vidzeme en norzh.

Betek 2009 e oa isrannet ar vro e c'hwec'h kanton warn-ugent (rajon a veze graet anezho) ha c'hwec'h kêr gant reolladurioù ispisial dezho (Lielpilsēta). Bremañ eo rannet ar vro e kant dek munisipaliezh (novads) ha nav c'hêr Republik (republikas pilsētas). An novadi (liester novads) a zo bet savet dre unvaniñ ur gêr gant pagasti, liester pagasts kumun diwar ar maez, pe dre unvaniñ pagasti.

Remove ads

Douaroniezh

Rīga eo ar gêrbenn (753000 annezad) ; Daugavpils (112 000 ann.), Liepaja (84 000 ann.), Jelgava, Jürmala, Ventspils, Rezekne eo ar c'hêrioù bras all.

59,4 % a Latviz, 27,6 % a Rusianed, 3,6 % a Velarusiz ha 2,5 % Ukrainiz a ya d'ober poblañs ar vro.

Ken bras ha Danmark, Estonia, an Izelvroioù pe Suis eo Latvia.

Demografiezh

Thumb
Emdroadur ar boblañs abaoe 1920. Gwer : Latviz ; ruz : Rusianed ; glas : reoù all.

Armerzh

Al lats e oa moneiz Latvia betek ar 1añ a viz Genver 2014. Liammet e oa gant an euro abaoe miz Mae 2005. Abaoe ar 1añ a viz Genver 2014 eo an euro moneiz ar vro.

Yezhoù

Komzet e vez latveg a zo yezh ofisiel ar republik. Ar ruseg eo yezh-vamm 34 % eus an dud. Al Livoneg a zo anavezet gant ar stad ha gwarezet gant al lezenn. Al latgalianeg a zo gwarezet ivez, met lakaet e vez alies da vezañ ur rannyezh eus al latveg.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads