Ledenez

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ledenez
Remove ads

Ul ledenez (liester ledenezi pe ledinizi) a dalvez daou dra e brezhoneg.

Thumb
Ledenez Arabia gwelet eus an egor.
Thumb
Ledenez Valdés en Arc'hantina
Thumb
Ledenez Korea gant bevennoù an div Stad

Ul ledeneziad (liester ledeneziz) a vez graet eus un annezad anezhi.

Beg-douar d'an tre hag enez d'al lanv

Ul ledenez a zo un dachennad strizh eus an aod a sank er mor hag a chom stag ouzh an douar-bras gant ur strizh-douar hag a vez goloet gant ar mor pa vez uhel (lanv)[1]. Da skouer: Ledenez Molenez.

Gourenez vras-vras

Graet e vez ivez ledenez eus ur c'hourenez ec'hon, un tiriad bras gant mor war dri zu[2]. Da skouer: ledenez Iberia, ledenez Arabia, Peloponnesos e Gres, ledenez Baja California e Bro-Vec'hiko, Florida, ledenez Kamtchatka e reter pellañ Rusia, ledenez Yucatán e Mec'hiko, Anatolia...

Broioù zo ledenez : Breizh, Italia, Danmark (Jutland), Katar, Korea...

Gwelet ivez

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads