Lisieux

kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Lisieux
Remove ads

Lisieux zo ur gêr hag ur gumun e departamant gall Calvados. Pennlec'h arondisamant Lisieux eo.

Muioc'h a ditouroù Bro, Melestradurezh ...
Remove ads

Douaroniezh

Anv

Stummoù skrivet

  • Noiomagos (Ptolemaios, II, 8 ha 5)
  • Noviomagus (It. Ant.)
  • Civitas Lexoviorum (Not. Gall.)
  • Lixunios

Gerdarzh

  • Novio-magos = marc'hallac'h nevez
  • Lexoviorum ː diouzh anv ar bobl Lexovii.

Ardamezioù

Skoed Lisieux zo da lenn evel-henn ː En argant, e zaou alc'hwez en sabel lammellet, ur steredenn ivez en sabel ouzh pep konk; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn e aour.

Istor

Henamzer

Oppidum kentañ al Lexovii zo bet klasket war-dro le Castellier (e kumun Saint-Désir), 3 km en hanternoz da Lisieux Diskouez a ra an anv Noviomagus e oa bet krouet da vare ar Romaned, hag e oa ur gêr digor.

XXvet kantved

Eil brezel-bed

  • Emgann Normandi, 1944: 6 ha 7 a viz Even: bombezet e voe ar gêr gant ar Re Gevredet, lazhet e voe tro 800 sivil, an 2/3 eus Lisieux a voe distrujet[2]; 23 a viz Eost: dieubet e voe Lisieux gant ar Re Gevredet.
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

Thumb
Penniliz Lisieux.
  • Penn-iliz Sainte Thérèse.
Thumb
Iliz-veur Sant Pêr.
  • An iliz-veur.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a soudarded ...

Marvet int e-pad an Eil brezel-bed. Re an Aerlu a varvas d'ar 17 a viz Gwengolo 1943, re an Tirlu e miz Eost 1944[3].

Remove ads

Emdroadur ar boblañs 1793-2006

[4]

Melestradurezh

Thumb
An ti-kêr.

Tud

  • Tudual / Teudobaudus, Eskob Lexovioensis :

Un tabut zo abaoe pell zo evit gouzout pelec'h emañ, en un doare resis, eskopti Lexobie. An darn vrasañ eus ar Vretoned a soñj dezho e oa er Gozh-Keoded = Vetus Civitas, e Ploulec'h, e genoù ar stêr Leger. Klaskerien all, Normaned, a soñj dezho e oa e Lisieux. Heuliet int bet gant Léon Fleuriot (1999). Menegiñ a ra breviel koshañ Sant-Brieg ː "Lexoviensem urbem, in pago Neustrie sitam revisit"[5]. Ret eo adlavarout e oa Normandi ken "armorikan" ha Breizh[6].

Remove ads

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Levrlennadur

Notennoù ha dave

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads