Lizherenneg fenikek

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Savet e oa bet al lizherenneg fenikek diwar patrom al lizherenneg kentkenaanek tro-dro da 1050 a-raok ar marevezh boutin. Implijet e veze evit skrivañ ar fenikianeg, ur yezh semitek.

Un abjad an hini e oa e gwirionez, kentoc’h evit ul lizherenneg rik ha peurliesañ e veze skrivet a zehou da gleiz hag a-wechoù ivez e boustrofedon.

Skridoù fenikek zo bet kavet e kêrioù annezet gant Fenikianed gwechall, tro-dro d’ar Mor Kreizdouar, evel Biblos (e Liban hiziv) ha Kartada e Norzhafrika (Tunizia hiziv ).

Diwar al lizherenneg fenikek e oa bet diorroet da heul al lizherenneg arabek, al lizherenneg c’hresianek, al lizherenneg latin (dre al lizherenneg etruskek), al lizherenneg kirillek (dre al lizherenneg c’hresianek) hag al lizherenneg hebraek (dre al lizherenneg aramaek).

Muioc'h a ditouroù Lizherenn, Anv ...
Remove ads

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads