Boustrofedon

From Wikipedia, the free encyclopedia

Boustrofedon
Remove ads

Ur boustrofedon zo un doare-skrivañ ma kemmer tu al linennoù a-bep-eil, evel ma ra un ejen pa dres irvi ur park en ur vont a gleiz da zehou a-raok mont a zehou da gleiz pe ar c'hontrol. Alies e vez eilpennet al lizherennoù ivez : da skouer, al lizherennoù R en ul linenn a vo skrivet Я el linenn da heul. Kontrol eo neuze d'ar yezhoù europat a-vremañ, ma krog pep linenn war an hevelep tu atav, an hini kleiz peurliesañ.

Thumb
Ur boustrofedon brezhonek – Hag ur vi-koukoug zo ?

E stad kozh lod eus ar yezhoù e veze arveret an doare boustrofedon, en enskrivadurioù war maen en Henc'hres dreist-holl, a-raok ma vefe divizet da vat tu ar skrivañ er yezhoù-se : a zehou da gleiz e skrived an henc'hresianeg, da skouer[1]. Meur a skrid en etruskeg, e safaiteg e Siria, e sabaeg e Yemen a veze skrivet en doare boustrofedon.

Remove ads

Gerdarzh

Eus an henc'hresianeg βουστροφηδόν boustrophēdón "e doare un ejen a dro", diwar βοῦς bous "ejen", στροφή strophḗ "treiñ", hag al lostger adverbel -δόν, -dón "evel", "e doare". [2]

Istor

Henc'hres

Implijet e veze an doare-skrivañ-se ivez evit engravañ tablezennoù hud, anvet κατάδεσμοί katádesmoí, "tablezennoù-mallozhiñ", a oa e koar, e plom pe e pri. Lod zo bet kavet e lec'hioù c'hoarioù olimpek ; moarvat e oant bet graet evit lakaat ur c'hevezer da goll pe evit kaout an trec'h digant an doueoù[3],[4]

E Sigeion (Σίγειον, e Troas) ez eus bet kavet ur boustrofedon a zo bet skrivet e-tro 550-540 kent an amzer voutin (KAB), div lizherenneg ha div rannyezh ennañ (war ar skeudenn amañ a-is ne weler nemet ar skrid e rannyezh Ionia gant al lizherenneg c'hresianek a-vremañ).
E Gortus (Γόρτυς, e Kreta) e voe kavet un dastumad lezennoù bet engravet e stumm ur boustrofedon en ur voger etre 500 ha 450 KAB.

Adalek ar VIvet kantved KAB ec'h eas implij ar boustrofedon war ziskar, pa oa re ziaes da embregiñ ha pa glasked sevel un doare-skrivañ peurunvan[5]. Er bloaz 403 KAB, an arc'hon (Άρχων, "komandour") Arc'hinos en Aten a lakaas al lizherenneg ionian, 24 arouezenn enni, da ofisiel e kêr. Nebeut-ha-nebeut neuze ec'h eas ar boustrofedon da get.

Henroma

En Henroma e veze arveret an doare ivez, evel m'en diskouez al lapis niger ("maen du") a zo bet kavet e Roma e 1899 : ur skrid henlatin (e-tro 570-550 KAB) zo bet engravet ennañ e stumm ur boustrofedon.

Lec'hioù arall
Thumb
Lec'hiadur gwerelloù iliz-veur Chartres
  • Daoust d'al louviteg bout bet skrivet e skritur gennheñvel peurliesañ e oa ivez ur stumm hieroglifek anezhañ hag a veze lennet e stumm ur boustrofedon[6],[7].
  • Lod skridoù etruskek ez eus boustrofedon enno.
  • Betek ar IVvet kantved KAB e veze skrivet al latin gant boustrofedon ; goude-se e voe divizet da vat skrivañ a gleiz da zehou[8].
  • Skridoù kozh geuzek Iliz Ortodoks Etiopia, hini Eritrea ha skridoù Beta Israel a veze skrivet en doare-se ivez, evel an arabeg e korn-bro Al-Safa e mervent Siria.
  • E boustrofedon eilpennet e veze skrivet yezh Rapa Nui : a gleiz da zehou e lenner al linenn gentañ, a-raok eilpenniñ ar skor evit lenn an eil linenn a gleiz da zehou ivez, hag evel-hont evit pep linenn.
Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads