Málaga
kumun Bro-Spagn From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Málaga eo kêr-benn Proviñs Málaga, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn, war aod ar Mor Kreizdouar. Eil kêr vrasañ Andalouzia eo enni 568 305 annezad e 2009 ha 578 460 e 2020. Diazezet e voe en VIIIvet kantved kt JK gant ar Fenikianed, se zo kaoz eo unan eus kêrioù koshañ Europa.
Remove ads
Anv
Elfennoù moneizoù eo an dielloù koshañ a hañval ober meneg eus Málaga, peogwir e vefe bet ur stal-gognañ er c'horn-bro e-pad ar marevezh punek. Ar ger 𐤌𐤋𐤊𐤀 a vez kavet war ar pezhioù moneiz-se, translizherennet mlkʾ, ar pezh a derevfe, hervez an damkaniezh wirheñveloc'h, diouzh ar pennrann semitek *m-l-k : «bezañ roue, ren, kaout damani». Kement-se a ziskouez moarvat edo war dakad Málaga un idoldi pe azeuldi (templ) evit enoriñ un doueez, Astarte ("rouanez an neñv" a vez graet sur a-walc'h anezhi e-barzh an doueedoniezh semitek). Kerkent hag ar XVIIvet kantved e oa bet displeget gant an istorour Martín de Roa e teue ar ger Malaca eus an hebreeg מלכה *malkah «rouanez», o tiazezañ e deorienn war arroudenn Strabon hag a lavare kement-mañ diwar-benn ar ger : "priñsez e-touez ar re all war an aod-mañ". Implijet eo ivez gantañ an arguzenn lizheregouriezhel (filologiezhel) o tiskouez e oa heñvel ster anv ar gêr en arabeg : "Ar Maoured a anve anezhi gant ar memes ger : Malaq i al natural della Malaqui, al rey Meliq...».[1] Ma soñjer eo diazezourien kêr Valaka a orin eus Tir e Fenikia, o c'houzout e oa Melqart (mlk-qrt, roue + kêr) doue pennañ ar gêr-se , ha goude ma vez gwelet war pezhioù moneiz stal-gognañ Malaka un azeuldi en tu garenep ha skeudenn un doue en tu penn, degas a ra d'an arbennigourion hag d'an istorourien da soñjal e oa gouestlet an azeuldi-se hag an anv kêr d'an doue pennañ-se.[2]
Remove ads
Douaroniezh
Lec'hiet eo Málaga war an aod e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e su al Ledenez iberek. Emañ war-dro 100 km er reter da Strizh-mor Jibraltar, 130 km er reter da Darifa, ha war-dro 130 km en hanternoz da aodoù Afrika. War un dachenn a 398,25 km² en em astenn ar gumun, e Menezioù Málaga en Norzh, hag e Traoñienn ar Guadalhorce er c'hornôg. E kreiz ur pleg-mor emañ, gronnet gant menezigi (aradennadoù menezioù) : Sierra Mijas ha Menezioù Málaga. E Málaga ez eus div stêr oc'h en em deurel er mor : ar Guadalhorce hag ar Guadalmedina.
Remove ads
Arouezioù
|
Istor
Henamzer
Cerro del Villar eo anv an drevadenn gentañ savet eno tro 800 betek 500 kent JK gant ar Fenikianed, war un enezenn a oa lec'hiet e-kreiz aber ar Guadalhorce d'ar mare-se.[3]
Monumantoù ha traoù heverk
- An Alcazaba, kreñvlec'h savet gant an Hammudited en XIvet kantvet.
- An iliz-veur, Catedral de la Encarnación
- Kastell Gibralfaro
Gevelliñ
Tud ganet eno
- Manuel Altolaguirre (1905-1959), skrivagner
- Pablo Picasso (1881-1973), livour
- Antonio Banderas (ganet e 1960), aktour
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

