Mari
anv merc'hed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Mari (pe Maria a-wechoù) zo un anv-bihan brezhonek roet d'ar merc'hed e Breizh, diwar anv ar Werc'hez Vari, a zeu eus an hebraeg מִרְיָם (Maryam). Betek an XXvet kantved e oa, gant Anna, an anv roet ar muiañ d'ar merc'hed.
Un anv-badez japanek (まり, マリ), armeniek, siriek, estoniek, jorjiek, hungarek, finnek, kembraek, svedek ha norvegiek eo ivez.
Evel eil anv
Alies ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv-bihan, koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed: e-touez an anvioù roet stank e kaver evel-se Anna-Mari pe Anna-Vari, ha Marianna, e-kichen Yann-Vari, Pêr-Vari.
E Bro-Spagn ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv d'ar baotred, ha stankoc'h c'hoazh eno José María, pe Juan María.
Doareoù all e brezhonek
E yezhoù all
Er yezhoù keltiek:
- Mair, Mêr, e kembraeg
- Maíre, en iwerzhoneg
Er yezhoù all:
Tud

Er Bibl
- Mari, mamm Jezuz, azeulet evel ar Werc'hez Vari.
- Mari Madalen, ur vaouez en Aviel
- Mari Betania
Priñsezed
- Mari Iañ, anv meur a briñsez
- Mari Anjev (1404-1463), rouanez Bro-C'hall
- Mari Breizh, anv meur a briñsez vreizhat
- Mari Bourgogn (1457-1482), dugelez Bourgogn
- Mari Orleañs (1457-1493), priñsez c'hall
- Mari Bro-Saoz, anv meur a rouanez ha priñsez saoz
- Mari Guise (1515-1560), dugelez Bourgogn, rouanez Bro-Skos
- e verc'h Mari Stuart (1542–1587), rouanez Bro-Skos
Breizh
- Mari-Amis Pikard (1599-1652), kevrinourez
- Jozeb-Mari ar Brix, nijour
- Mari Manac'h, lesanvet Lady Mond
- Yann-Vari Perrot, beleg
- Pêr-Vari Kerloc'h, drouiz-meur
- Maïwenn Le Besco, aktourez
El Salvador
- Mari Possa, aktorez

Portugal
- Gwelout Maria Portugal.
Timor ar Reter
- Marí Alkatiri, politikour
Remove ads
Lesanvioù brezhonek
Mari zo un anv roet da gement plac'h zo, evel Soaz a-wechoù.
- Mari Beg-a-raok, Mari-flao (flav?), flaperez, klakenn
- Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
- Mari-flao, Mari-vastrouilh, loudourenn
- Mari-froterez, pareourez
- Mari Janed, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino
- Mari-voudenn, a laosk ar baotred da gregiñ en he moudenn.
- Mari-vorgan, pe morwreg, maouez eus ar mojennoù hag a vev er mor.
- Mari Vrav, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino
Remove ads
Levrioù brezhonek
- Mari, romant gant Brizeug
- Miz Mae, miz Mari, GL, Brest , 1854 (meneget e Geriadur istorel ar brezhoneg)
- Miz Mari pe Levr d'ar Werc'hez, Lannuon, 1860
- Miz Mae, miz Mari, GL, Brest , 1864 (meneget e Geriadur istorel ar brezhoneg)
- Miz Mari an Itron Varia Lourd, traduit du français de H. Lasserre par Anna de Jésus, Brest-Quimper, aotreet e 1874
- Levr Bugale Mari, A. Chatton, 4re mouladur, Prud'homme, Sant-Brieg,
- Miz Mari Eskopti Kemper ha Leon, JL Prigent, Brest, 1909
- Miz Mari ar ar Parreziou divar ar moeaz, A; Hellard, Lajat, Montroulez, 1912.
- Mari Vorgan, romant gant Roparz Hemon
Remove ads
Kanaouennoù
- Ar gwerzioù Mari Flouri, Mari Tilli, Mari ar C'habiten, e Gwerziou Breiz-Izel
- Mari 'ra din c'hoarzhin, diskan klevet er festoù-noz, kanet gant ar Vreudeur Morvan.
- Mari Vastrouilh, kanaouenn savet diwar ar ganaouenn saoznek My darling Clementine.
Lec'hanvadurezh
- OE Mari (Oblast Emren Mari), krouet e 1920, bremañ Republik ar Varied, lec'h m'emañ o vevañ ar bobl Vari.
- Mari , kumun e Paraíba, e Brazil.
- Mari-Galant, enezenn er Mor Karib, e-kichen Gwadeloup.
Pennadoù kar
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads