Mario Minniti
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Mario Minniti, bet ganet d'an 8 a viz Kerzu 1577 e Siracusa hag aet da Anaon e miz Du 1640 er memes kêr, a oa ul livour italian eus Sikilia.
Erruout a reas e Roma en 1593 ma labouras gant Michelangelo Merisi da Caravaggio (1571-1610)[1].

E vuhez

Ranket en dije kuitaat Sikilia abalamour d'ur muntr evit mont da Valta. Alese ez eas da Roma en 1593. Labourat a reas e ti Lorenzo Carli, ha dont da vezañ mignon da g-Caravaggio.
Ne voe ket patrom ken goude 1600 dre ma timezas, met e gavout a reer en afer muntr Ranuccio Tomassoni pa voe kondaonet Caravaggio d'ar marv.
War-dro 1606 e tistroas Minniti d'e vro ha bod a roas d'e vignon e Sikilia, pa dec'has Caravaggio en 1608-1609, ha kavout labour dezhañ.
Livañ a reas Mario Minitti ur Madonna del Soccorso evit iliz San Giovanni Battista e Vizzini.
Dont a reas da vout arzour brudet en e vro, ma laboure e doare Caravaggio. Labourat a reas e Messina dreist-holl.
Remove ads
Oberennoù

Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads