Matmatah
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Matmatah zo ur strollad sonerezh rock bet krouet e Brest e 1995 p'o deus kejet Stan ha Sammy (hag a oa un duo anvet "Tricards Twins") gant Eric ha Fañch e tavarnioù Brest.
Stan eo a ginnigas an anv Matmatah evit ar strollad, en abeg d'ar gêriadenn-geviioù dunizian heñvelanvet, Matmata.
E miz Gouere 1997 e teuas er-maez o single gentañ, Lambé An Dro ha Les Moutons enni. Berzh a reas diouzhtu, plijout a ra ar rock gant ur son keltiek, 30 000 skouerenn a voe gwezhet.
Remove ads
Izili
En disparti
- Tristan Nihouarn (Stan) kan, oud, klavier, gitar ha fleüt
- Cédric Floc'h (Sammy), gitar ha kan
- Éric Digaire (Éric), gitar boud, gitar, kan ha piano
- Benoît Fournier (Scholl), toserezh ha toumperezh
Bet ezel
- Jean-François Paillard (Fañch) toserezh ha toumperezh
Istor
An deroù
Stan ha Sammy a vez oc'h ober abadennoù e tavarnioù Brest gant an anv Tricards Twins. Pa gejont gant Fañch hag Eric e stummont ur strollad nevez gant an anv Matmatah. Diazezet eo an anv-se war anv ur gêriadenn e Tunizia, Matmata, ma 'z ae Stan da vakañsiñ e-pad e yaouankiz. Savet eo ar gêr-se er roc'h penn-da-benn, ar ganaouenn Troglodyte (war ar bladenn La Ouache) a gomz anezhi. Met brudet eo kentoc'h ar gêriadenn-se evit bezañ degemeret an dro-filmañ Star Wars.
Remove ads
Pladennrolladur
- Pennad pennañ : Dastumad pladennoù Matmatah
Albomoù studio
Live
Maxi single
DVD
- 2003 : Piste Off !
Fin ar strollad
D'ar 6 a viz Du 2007, goude 13 bloaz bezoud, ar strollad a lavar eo echu gant Matmatah : « aussi bien artistiques que professionnelles, chacun d’entre nous ayant pour désir de continuer différemment son aventure musicale », a ouzhpenn ar strollad, hag a reas memestra e dro e-pad ar goañv, evel ma 'z eo dleet betek ar 15 a viz Kerzu. Met ar strollad a lavar memestra e tistroio en hañv evit un nebeud abadennoù evit lavaret kenavo d'e arvesterien.
Remove ads
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads