Midnight Cowboy

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Midnight Cowboy zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour saoz John Schlesinger e 1968.

Pa zeuas ar film er-maez e voe renket er rummad X en abeg d'e zarvoudoù erotek. Berzet e voe d'ar yaouankizoù dindan seitek vloaz e 1971.

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama,
  • Skoazeller-sevener : Michael Childers,
  • Senario : Waldo Salt, azasaet diwar ar romant Midnight Cowboy (1965) gant James Leo Herlihy,
  • Kevredad produiñ : Jerome Hellman Productions,
  • Produour : Jerome Hellman,
  • Rener produiñ : Hal Schaffel,
  • Rener ar skeudenniñ : Adam Holender,
  • Ijinour ar son : Dick Vorisek,
  • Aozer ar sonerezh orin : John Barry,
  • Aozerien ar c'hanaouennoù orin : Floyd Huddleston (Orange Juice On Ice), Fred Neil (Everybody's Talkin' kanet gant Harry Nilsson),
  • Kinklourien : John Robert Lloyd, Philip Smith,
  • Dilhataerez : Ann Roth,
  • Farder : Irving Buchman,
  • Ficher-blev : Bob Grimaldi,
  • Frammerien : Jim Clark, Hugh A. Robertson,
  • Prantad filmañ : adalek miz Ebrel betek dibenn hañv 1968,
  • Lec'hioù filmañ (an holl e Stadoù-Unanet Amerika) : Big Spring (Texas), Manhattan, Miami (Florida), New Jersey, New York, Stanton (Texas), Sweetwater (Texas),
  • Deiziad dont er-maez : 25 a viz Mae 1969 (Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet), 15 a viz Here 1969 (Macadam Cowboy, Bro-C'hall Bro-C'hall),
  • Padelezh : 113'.
Remove ads

An danvez

Emañ Joe Buck o chom en ur gêr vihan eus Teksas ha n'en deus ket kavet gwelloc'h labour eget skaotañ listri lous ar c'hafedi lec'hel. Poazh-mat eo gant ar vuhez dister-mañ hag ober a ra ar paotr yaouank e vennozh sachañ e skasoù da glask kaout aesañ tonkadur e lec'h all : ha dao en hent betek New York 'ta ! Ar paotr a zo kaer e neuz ha kendrec'het-mat eo e paeo maouezed ar gêr vras evit ober gant e gorf cowboy. Eno e kej gant Ratso, ur c'hwiblaer a orin italian. Ur c'houblad souezhus, an eil hegredik hag egile ouzhpenn gwidreüs, e teuont da vezañ, mignoniezh o sevel kenetreze tamm-ha-tamm koulskoude. A-gevret e tiskennont gant diri an dienez. Tremen a ra Ratso etre divrec'h Joe er c'harr-boutin a gas anezhe war-du Florida...

Remove ads

Roll ar gomedianed

  • Dustin Hoffman : Enrico Salvatore "Ratso" Rizzo,
  • Jon Voight (eilmouezhiet e galleg gant Patrick Dewaere) : Joe Buck,
  • Sylvia Miles : Cass,
  • Brenda Vaccaro : Shirley,
  • Barnard Hughes : Townsend Lott, Towny e lesanv,
  • John McGiver : an aotrou O'Daniel,
  • Ruth White : Sally Buck,
  • Jennifer Salt : Annie,
  • Gilman Rankin : Woodsy Niles,
  • Gary Owens : Little Joe,
  • T. Tom Marlow : Little Joe,
  • George Eppersen : Ralph,
  • Al Scott : merour ar c'hafedi,
  • Linda Davis : ar vamm er c'harr-boutin,
  • J.T. Masters : Old cowhand,
  • Arlene Reeder : ar vaouez kozh,
  • Georgann Johnson : ar vaouez pinvidik,
  • Jonathan Kramer : Jackie,
  • Bob Balaban : ar studier yaouank
  • Arthur Anderson, Paul Benjamin, Richard Clarke, Alma Felix, Anthony Holland, Joan Murphy, Gastone Rossilli, Tina Scala, Peter Scalia, Vito Siracusa, Al Stetson, Ann Thomas, Jan Tice, Viva, Peter Zamagias.
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads