Nannina de' Medici

From Wikipedia, the free encyclopedia

Nannina de' Medici
Remove ads

Nannina de' Medici (Lucrezia hec'h anv-bihan), ganet e Firenze d'ar 14 a viz C'hwevrer 1448 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1493), a oa ur briñsez italian, eil merc'h Piero di Cosimo de' Medici ha Lucrezia Tornabuoni ha c'hoar henañ Lorenzo il Magnifico.

Thumb
Nannina de' Medici e vije an ael o terc'hel ar gurunenn en tu dehoù, en daolenn Madonna del Magnificat (1481), livet gant Sandro Botticelli, Uffizi, Firenze.
Thumb
Teir c'hoar Lorenzo de' Medici gant Benozzo Gozzoli, Cappella dei Magi, Palazzo Medici Riccardi e Firenze. Nannina e vije an hini a-drek, en tu kleiz.

Nannina a veze graet anezhi abalamour ma oa lesanv he mamm-guñv Piccarda Bueri.

Daou boltred da vihanañ anezhi en-yaouank a zo anavet :

  • an eil er chapel Cappella dei Magi, m'he gweler e-kichen he c'hoarezed war varc'h: hi anhini a vije en tu kleiz, a-drek he c'hoarezed;
  • egile er Madonna del Magnificat gant Sandro Botticelli, ma vije hi an ael a zalc'h kurunenn ar Werc'hez.

Evel he breudeur Lorenzo ha Giuliano, hag he c'hoarezed, he doe un deskadurezh eus ar re wellañ. Gant brud an tiegezh hag an deskadurezh vat-se e reas un dimeziñ eus ar gwellañ.

Remove ads

Eured ha bugale

D'an 8 a viz Mezheven 1466 ec'h euredas d'al lenneg Bernardo Rucellai, un eured lidet el Loggia Rucellai, bet savet diwar raktresoù Leon Battista Alberti, ha banvezioù e-leizh, ha boued sof-kont, hervez danevelloù pishañ an amzer deuet betek ennomp. Gant he fried e prenas an Orti Oricellari, ul liorzh brudet ma en em vode an Accademia neoplatonica.

Daou vab he doe, Palla ha Giovanni.

Levrlennadur

  • Marcello Vannucci, Le donne di casa Medici, Newton Compton Editori, Roma 1999, ristampato nel 2006 ISBN 8854105260

Pennad kar

Liamm

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads