Paderborn
kumun alaman From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Paderborn zo ur gêr eus Alamagn, e stad Nordrhein-Westfalen. Pennlec'h Kreis Paderborn eo. Er bloavezh 2013 e oa 143 659 a annezidi. Emañ Paderborn er mervent da goadeg Teutoburger Wald. Ur skol-veur anavezet zo, savet e 1972.

Istor
Un eskopti katolik a voe savet e Paderborn gant Karl Veur e 795. Eno e kavas repu ar pab Leon III, e 799, pa oa o tec'hout rak e enebourien e Roma. Skoazellet e voe gant Karl Veur da zistreiñ da Roma er bloavezh 800 hag en eskemm e voe kurunennet Karl Veur da impalaer, gant Leon III. E 1295 e oa bet degemeret Paderborn da ezel eus ar c'hevre kenwerzhel anvet Hansa[1].
Tud brudet
- Franz Stock (1904-1948), beleg katolik
Kêrioù gevellet
Gevellet eo Paderborn gant ar c'hêrioù-mañ :
Notennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
