Pau

kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Pau
Remove ads

Pau (okitaneg: Pau, distaget ['paw]; galleg: Pau, distaget ['po]) eo pennlec'h departamant gall ar Pireneoù-Atlantel hiziv. Kêr-benn Bearn eo ivez.

Ur pennad Pau (Italia) zo ivez.
Muioc'h a ditouroù Bro, Melestradurezh ...
Remove ads

Istor

Savet e voe ur c'hreñv eno en eil lodenn eus an XIvet kantved pe e deroù an XIIvet kantved.

Dont a reas da vezañ kêr-benn Bearn e 1464, e lec'h Ortès.

E 1619 en em savas tud Pau a-enep Loeiz XIII, roue Bro-C'hall, hag en doa aloubet ar gêr. Disklêriañ a reas ar roue gall e voe staget Bearn ha Navarra da Vro-C'hall d'an 20 a viz Here 1620.

Implijet e voe Kastell Pau evel toull-bac'h gant Buanaparte.

Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

Roet e voe al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da bPau e 2011.

Douaroniezh

Da gant kilometr eus ar Meurvor Atlantel emañ Pau ha da 50 km eus an harzoù gant Spagn.

Treuzet eo gant ar Gave de Pau, un adstêr d'an Adour.

Treuzdougen

Dre borzh-houarn Pau e c'haller mont da Vourdel, Baiona, Toloza ha Pariz. Liammet eo ar gêr da Doloza ha Baiona gant ar gourhent A64 ha da Vourdel gant ar gourhent A65. Un aerborzh a zo ivez.

E kêr ez eus 13 linenn bus hag ur fundren.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Thumb
An ti-kêr
Muioc'h a ditouroù Mare, Anv ...
Remove ads

Tud

Tud ganet eno :

  • Janed Albret (1528-1572), rouanez Navarra,
  • Herri IV (Pau, 1553 - Pariz, 1610), roue Bro C'hall ha roue Navarra,
  • Jean-Baptiste Bernadotte (Pau, 1763 - Stockholm, 1844), jeneral gall, roue Sveden,
  • Yvon Bourges (1921–2009), politikour
  • André Courrèges (1923–2016), gwrier
  • Bertrand Cantat (1964), kaner

Tud all :

  • Bac'het e voe emir Abd el-Kader e kastell Pau e 1848.
  • ar barzh breizhat Lautréamont (1846–1870) a studias eno.
Remove ads

Gevelliñ

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads