Petronius Maximus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Flavius Anicius Petronius Maximus (war-dro 396 - 455) a oa bet impalaer roman e-pad daou viz hanter, eus ar 17 a viz Meurzh d'an 31 a viz Mae 455.
Ur senedour pinvidik a oa anezhañ. Perzh en dije kemeret en iriennoù a-enep ar jeneral Aetius hag an impalaer Valentinian III.
Petronius Maximus a gemeras kurunenn an impalaer goude marv Valentinian gant harp ar Sened roman, en ur rediañ an intañvez Licinia Eudoxia da eurediñ dezhañ[1].
Ouzhpenn-se e torras dimeziñ merc'h Valentinian, Eudocia hec'h anv, da Huneric, mab Genseric, roue ar Vandaled, hag e redias anezhi da eurediñ d'e vab Palladius. Fuloret e voe Vandaled Kartada, hag int da lakaat gouel da vont d'ober freuz ha reuz da Roma. Ha Maximus da glask tec'hel a-raok o dilestradeg. Met anavezet e voe gant an engroez ha drouklazhet, ha taolet e voe e gorf en Tibr.
Remove ads
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads