Planiel
kumun en Aodoù-an-Arvor, departamant e Frañs From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Planiel (distaget: [plãˈniːɛl]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e Treger.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez kleiz aber an Trev emañ Planiel.
Kumunioù amezek : Pleuveur-Gaoter, Lezardrev, Plourivoù, Pleuzal, Pouldouran.
Anv
- Régis de Saint-Jouan : "ecclesia de Plebedanielis war dro 1330. Ploedaniel, 1427. Pleudaniel, 8 C'hwevrer 1790"[2].
- Bernard Tanguy : "Eccl. de Plebe Danielis, vers 1330; par. de Plebedanielis, 1389; Ploedaniel, 1427; Plouedaniel, 1444"[3]
- Hervé Abalain : "Plebs Danielis vers 1330; cf. Ploudaniel et Trédaniel; Daniel vécut au Ve-VIe siècle".[4]
- Daniel Delattre : "Plebedanielis au XIV; Ploedaniel au XV."[5]
Talvoudegezh : Plebis (= Pobl) + sant Daniel
Remove ads
Ardamezioù
N' eus ket.
Istor
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 81 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,88 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6]; d’an 22 a viz Ebrel 1915 e varvas unan anezhe e Boezinge e Flandrez Belgia, soudard en 73vet Rujumant Troadegiezh Tiriadel e oa[7].
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas ugent den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
Monumantoù ha traoù heverk
- Tosenn ar Voudenn-Vras.
- Diazezoù galian ha roman Traou an Aod.
- Iliz katolik Sant Pêr ha sant Paol, XVIIvet kantved, an nor eus 1688 a zo kizellet brav, a vije bet savet gant ur manac'h eus abati Boporzh.
- Planiel. Iliz. Dedi diavezh
- Planiel. Iliz. An nev war zu an aoter
- Chapel Penn al Lann.
- Chapel Kergoul.
- Chapel ar C'halvar.
- Chapel Sant Izidor.
- Chapel Sant Anton.
- Chapel Itron Varia ar Gozh-Iliz. Lec'hiet e poull Kamarel war vord an Trev ha gouestlet d'an Itron Varia ha d'ar vartoloded marvet er mor. D'ar 15 a viz Eost e vez lidet oferenn ar pardon war un aoter e-tal an Trev. Kalzik a ouestloù a vez graet da drugarekaat ar Werc'hez Vari a c'haller gwelet e chapel ar Gozh-Iliz. Ur feunteun zo ivez.
- Ur c'hantik brezhonek a vez kanet d'ar 15 a viz Eost: « Itron Varia ar Gozh-Iliz » en enor d' an Itron Varia, heñvel an ton anezhañ ouzh hini Itron Varia ar Feunteunioù, e Pontrev, ur 5km uheloc'h war lez an Treñv.
- Maner Kerwennoù.
- Maner Kernec'h-Riou.
- Maner Boloi.
- Maner Kerdeozer.
- Maner Kergrist.
- Kouldri Lan-Alan.
- Milin-vor Traou-Meur.
- Kavet ez eus bet e 1916 gant an aotrou Prijant kalzik a arrebeuri kañv e-kichen kêriadenn ar Ru.
- Ur c'hastell kreñv a zo bet savet e-kichen an Trev, perc'hennet gant ar Marichal de Richelieu. Distrujet e oa bet e 1592.
- E kêriadenn Boloi e oa un iliz e 1163, met n'eus ket anezhi ken bremañ.
- Stal-labour poderezh Jean-Yves Le Monnier e Porzh Ru.
- Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz, luc’hskeudenn[9].
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
maer abaoe 2001: Didier Rogard, penn embregerezh.
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[10].
Darempredoù etrebroadel
Gevelliñ
Tud
- Loeiz Napoleon ar Rouz, broadelour breizhat ganet e Planiel.
| Familh Tournemine, | aotrounez Botloi | |
| Familh Kernec'h-Riou | aotrounez al lec'h-se. Herri, bet tapet gant ar Sazon e Lomikael, e 1427; Alan, bet lazhet e-kerzh emgann Pontrev, e 1489; un abad sant Vaze e 1571 | |
| Familh ar Park | ||
| Familh Tromelin | ||
| Ao. Marichal a Richelieu | aotrou Boloi |
Levrlennadur
Gwerzhet e vez ul levr-baleer en Ofis Touristerezh Gourenez Lezardrev, hag a ginnig tro-vale Manati war gumun Planiel. Baleadennoù all a c’haller ober a-hed d’an Treñv pe e Koad Boloi hag a zo pinvidik-tre ivez.
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

