Pontrev
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Pontrev ([põn'trẽˑ][2], [põn'trɛw], [põ'trẽf]) zo ur gumun e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, war ribloù an Trev, un 20 km bennak eus an aod, a zeu al lanv betek enni. Penn kanton e oa betek 2015.
Remove ads
Anv
Douaroniezh
Pontrev zo bet savet en daou du d'ar stêr Trev (Treñv).
| Pleuzal | Kemper-Gwezhenneg | |
| Ploueg-Pontrev | Sant-Kleve |
Ur porzh bihan zo war lez an aber, ma vez diskarget traezh-mor ha kregin d'ober temz. Abaoe ar bloavezhioù 1980 e vez gwelet bagoù o c'hoañviñ war an Trev.
Kanton
Kanton Pontrev zo bet enteuzet e kanton Bear e 2015.
Dezougen
- Pont an hent-houarn dreist an Treñv.
- War al linenn hent-houarn Pempoull Gwengamp emañ Pontrev, gant daou arsav er gumun, en arsavlec'h kreiz-kêr, anvet halte de Pontrieux, deuet da vout Pontrieux halte, gant an dreveziñ saozneg hag en ti-gar, e porzh Pontrev.
Ardamezioù
|
Istor
Henamzer
Kêr Bontrev zo bet savet war douaroù parrezioù Kemper-Gwezhenneg ha Sant-Kleve (Itron Varia ar Feunteunioù), en tu reter d'an Trev, ha parrez Pleuzal (Sant-Erwan), en tu kornôg d'an Trev.
XVIIIvet kantved
- 19 Eost 1773 : dour-beuz hag a gas un neubeut tiez hag ar pont
- 3 Ebrel 1777 : tan-gwall hag a gas ul lodenn vras eus ar straed Galleries
- 25 Genver 1778 : dour-beuz
- 20 Gouere 1778 : dour-beuz
- Emgann Pontrev e 1792.
XXvet kantved
- Mervel a reas 62 waz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,46 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
- Kemeret e voe 20 000 Lur en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ an 3 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
- Mervel a reas 28 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Aljeria
- Mervel a reas tri soudard.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Milin ar Richel.
- Ti Tour Eiffel.
- An iliz katolik .
- Monumant ar re varv (26 Ebrel 2008)
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Relijion gatolik
E pardon ar Feunteunioù, e miz Gouhere, e vez lidet Itron Varia ar Feunteunioù. Heñvel eo ton kantik Itron Varia ar Feunteunioù ouzh hini Itron Varia ar Gozh Iliz, e Planiel.
Tud brudet
Tud bet ganet eno
- Jacques Le Brigant, d'an 18 a viz Gouere 1720.
- Pierre-Marie Le Provost de Launay, maer.
- Yves Le Trocquer, ijinour ha politikour, ministr ha maer Pontrev, d'ar 4 a viz Here 1877.
- Loeiz ar Floc'h, beleg breizhat, barzh, prederour hag embanner, anavezet dindan e anv-pluenn Maodez Glanndour, ganet d'ar 7 a viz Meurzh 1909, marvet e 1986 e Louaneg.
Brezhoneg
- Rimadell
- Me 'm eus ur mignon e Pontrev
- Daou 're, daou 're
- Ma zad a oa rouzmouzer
- Ma mamm a oa rouzmouzerez
- Ha me a zo rouzmouzer.
- Domini Patris,
- Sant Malo, Lomikêl ha Lokemo
- Me 'm eus kerent e Pontrev,
- N'onn ket pe int marv pe int bev.
- Krennlavaroù
- Ebeul Pontrev a vez lavaret eus ur c'houer teuc'h a sperad ha gros[7]
- Merc'hed Pontrev / Daou benn moal hag unan dev.[8]
- Kantik
- Kantik Itron Varia ar Feunteunioù.
Remove ads
Levrlennadur
- (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire de Bretagne; 1780.
- (fr)A. Marteville & P. Varin : warlec'hien ha reizherien Ogée; 1843.
- (fr)Yves Thomas : Pontrieux, petite cité du Trégor-Goëlo. Embannadurioù la Plomée. Gwengamp. 2002 (16x24. 611 p.)
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


