Prazeodimiom
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Un elfenn gimiek eo ar prazeodimiom ; Pr eo e arouez kimiek, 59 e niver atomek ha 140,908 e dolz atomek.
Remove ads
Istor
E 1839 e tizoloas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander an didumiom, a zo ur meskaj eus tri douar rouez ; unan anezho eo ar c'heriom 58Ce, bet dizoloet gant Axel Erdmann e 1839 ivez.
E 1885 e voe hiniennekaet an div elfenn all gant ur c'himiour aostrian, ar baron Carl Auer von Wesbach : ar prazeodimiom 58Pr hag an neodimiom 60Nd.
Eus ar gresianeg πράσιος prasios, "gwer (liv)", ha διδύμος didumos, "gevell" e teu prazeodimiom ; gwer eo ar prazeodimiom pa vez oksidet, ha kevret gant keriom ha neodimiom en e gaver er c'hailhoù.
Remove ads
Kenderc'hadur
Er c'hailhoù bastnäsit (Pr,La,Y)CO3F ha monazit (Pr,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver prazeodimiom.[1].
Perzhioù
Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo ar prazeodimiom.
Gwelloc'h eget al lantanidoù all ez harz ar prazeodimiom ouzh an daskrign, hogen aes a-walc'h e vez oksidet en aer ; liv gwer a zeu war ar bloc'had Pr neuze, ha diskolpañ a ra an oksidenn, ar pezh a laka muioc'h a vetal en aer : setu perak e vez miret ar prazeodimiom en eoul pe er gwer.
Kewarellek eo ar prazeodimiom e gwreverkoù tommoc'h eget -272,15°C, da lavaret eo e vez desachet gant ur gwarellvaez diavaez ; ne chom gwarellegezh ebet er metal pa vez lazhet ar gwarellvaez.
Kimiek
Par da re ar c'heriom eo perzhioù kimiek ar prazeodimiom.
- E 150 °C e tev ar prazeodimiom da reiñ oksidenn prazeodimiom(III,IV) :
- 12 Pr + 11 O2 → 2 Pr6O11
- Dazgwerediñ gorrek a ra Pr gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn prazeodimiom :
- 2 Pr [k] + 6 H2O [d] → 2 Pr(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
- Gant an holl halogenoù e tazgwered ar prazeodimiom ivez :
Izotopoù
Eus Pr-121 betek Pr-159 ez astenn skalfad izotopoù ar prazeodimiom.
Un izotop stabil a gaver en natur : 141Pr.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet ivez, 38 anezho, an hini stabilañ o vezañ Pr-143 gant un hanter-vuhez a 13,57 devezh.
Arver
- E-sell da sevel memorioù pementadel evit an urzhiataerioù da zont e ranker gorrekaat ar gouloù ; dre strinkennoù prazeodimiom ez eur deuet a-benn e 2005[3].
- Kevret gant magneziom ez arverer praezodimiom da fardañ metaloù kalet a implijer e kefluskerioù an aerlistri[4].
- Kevret gant nikel (PrNi5) en deus ar praezodimiom ur galloud da yenaat dre warellegezh, a zo bet arveret da dostaat d'ar mann dizave (-273,15 °C) war-bouez 0,001 °C[5].
- Kevret gant keriom e talvez Pr da fardañ treluskeroù evit seveniñ oksidadurioù[6].
- Prazeodimiom a lakaer er gwer da reiñ ul liv melen dezhañ.
- En e stummoù halogenet e kaver Pr er c'hleuzeurioù dre wareg a vez implijet e greantelerezh ar sinema.[7]
- War-dro 5% a brazeodimiom zo er mischmetal a implijer da fardañ "maen-tan" an dirennoù.
Remove ads
Notennoù
- Autrian National University (en) Liamm oberiant 13 GEN 13
- NAIR K. Suseelan & MITTAL M. C., Rare Earth in Magnesium Alloys, Materials Sciens Forum levrenn 30, 1991, pp. 89-104 Scientific.net (en) Liamm oberiant 13 GEN 13
- Nature's Building Blocks p. 342.
- The Journal of Physical Chemistry, 05 C'HW 08 (en) Liamm oberiant 13 GEN 13
- CRC Handbook of Chemistry and Physics
Remove ads
Daveennoù
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads



