Reims

kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Reims
Remove ads

Reims zo unan eus kêrioù bras Reter Bro-C'hall. Un isprefeti eus departamant Marne eo, er Grand Est

Muioc'h a ditouroù Melestradurezh, Stad ...
Remove ads

Douaroniezh

War ar stêr Vesle emañ Reims.

Anv

Hen impalaeriezh roman

  • Civitas Remorum
  • Durocor(torum) Rem(orum), (CIL III, 4466)
  • Duricortora (Strabon, IV, III, 5), pe Durocorterum (IV, 194)
  • Durocortoron (Ptolemaios, II, 9, 6)
  • Durocorter(...) (CIL XVII, 9158, kolonen hent Tongeren)
  • Durocortorum (Int. Ant; Taolenn Peutinger)
  • Civitas Remor(um) foeder(ata) (CIL XII, 1855 & 1869; Plinus, Hist. Nat. IV, 17, 106)

Impalaeriezh roman diwezhañ

  • Durocortorum (lizher Diokletian ha Maximian, bloaz 291)
  • Civitas Remorum (Sened Iliz Arles, 314)
  • Remi (Amm. Marcell.; Codex Theodosius, bloaz 366; Not. Dign., XI, 34; XLII, 42)
  • Metropolis Civitas Remorum (Not. Gall. 6, 1)
  • Remorum Urbs (Jerom. Ep. 123, 5)
  • Remensis (Not. Dign. IX, 36; XI, 56 & 76)

Hen krennamzer

  • Remi (Sidonius Apollinaris, Ep. IX, 7, 1; Fortunatus, carm. III, 15; Gregor Teurgn, HF IV, 23 & 50)
  • Urbs Remorum (Remigius, Ep. austrasicae 4, 2)
  • Remensis (Rimensis) Urbs (Gregor Teurgn, HF, 11, 31, hag all)
  • Remensis oppidum (Gregor Teurgn, Vit. Mart. III, 17)
  • Remensis Urs (pe Civitas) (Pseudo Fortunatus, Vita Remedii, 5 & 14)
  • Remus Civitas (Gregor Teurgn, HF, IV, 17; senedoù Iliz Paris, 614, Clichy, 627 (Roll merzherien Jerom, 23 Eost; Pseudo Fredegarius, Chron. IV, 56 & 83)
Remove ads

Ardamezioù

En argant e daou skoultrig loreenn geotet ha divlammellet, e gab en glazur hadet gant flourdiliz en aour

Istor

Henamzer

Da vare brezelioù Galia, pobl ar Remi e oa a du gant Jul Kezar, hag anvet gantañ "mignoned Roma".

Pa oa aozet heñchoù roman, Durocortorum en em gavas kreiz ur c'hroashent meur ː eus Lyon war zu ar c'hreisteiz, ha Bononia (Boulogne-sur-Mer) war zu gwalarn, hag eus Sens war zu ar mervent, ha Trier, war zu ar biz.

Gouarnour ar rannvro Belgica e oa staliet da gentañ e Durocortorum, e penn kentañ ar c'hantved kentañ, kent ma oa kaset da Drier war dro penn diwezhañ ar c'hantved.

Durocortorum e chomas a du gant Roma e-kerzh emsav Civilis.

Deut da vezhañ pennlec'h ar rannvro Belgica Secunda, Durocortorum e welas ivez tont meur a zoudarded evit difenn Galia diouzh ar varbared o tont eus an tu all d'ar Rhin ː an impalaer Juluan, evit brezeliñ a-enep an Alamaned er bloaz 356; Jovian, eus 363 da 367 adarre a-enep an Alamaned.

Er bloaz 407, ar vro a zo goloet gant barbared deut eus Germania, Durocortorum da heul.

Krennamzer

  • Reims e oa da gentañ un eskopti. Savet eo da arc'heskopti er bloaz 774. Adalek Fulub-Aogust, 1179, betek an dispac'h gall, holl ar rouanez Bro-C'hall a zo bet sakret e Reims, nemet Herri IV, Napoleon, Loeiz XVII.
  • Brudet eo anv Reims evel hini ar gêr ma veze kurunennet rouaned Bro-C'hall, pa veze klasket krouiñ un henvoaz diwar skouer ar roue Hlodwig I.

XIXvet kanved

  • Aloubet eo bet Reims gant ar Russed ar 17t C'hwevrer 1814.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

Eil brezel-bed

  • Roet e voe ar Groaz Brezel 1939-1945 d'ar gumun.
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

  • An iliz-veur[2].
  • Iliz Sant-Remi (lec'h ma oa miret an Orsel-Sakr)

Emdroadur ar boblañs

Melestradurezh

Tud

  • Jovinus, koñsul roman
  • Colbert
  • Gobelin
  • Pluche
  • Ruinart
  • Linguet
  • Tronson-Ducoudray,
  • Velly
  • Robert Nanteuil
  • J.B. Lasalle
  • Drouet d'Erlon

Kêrioù gevellet ha kevelerezhioù

  • Meur a gêr zo gevellet gant Reims :
Italia Firenze (Italia) e 1954
Republik Kongo Brazzaville (Republik Kongo) e 1961
Rouantelezh Unanet Canterbury (Rouantelezh Unanet) e 1962
Aostria Salzburg (Aostria) e 1964
Alamagn Aachen (Alamagn) e 1967
Stadoù-Unanet Arlington (Stadoù-Unanet) e 2004
Republik Tchek Kutná Hora (Republik Tchek) e 2008

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel f'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris 1863
  • Luce Pietri & Robert Neiss ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads