Remengol
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Remengol a oa ur gumun e Breizh e kanton Logunec'h e departamant ar Mor-Bihan.
Remove ads
Douaroniezh
- Ar stêr Evel a dreuz Remengol.
Anv
- Erwan Vallerie (1995) ː Remugol, 1264 ; Remungol, Reguincol, 1264 ; Remulgot, 1273 ; Remungol, 1273, 1296, 1306 ; Remengol, 1373 'Remungol, 1453 ; Remulgol, 1461 ; Remungol, 14̟81.
Ardamezioù
En geot e dreustell wriet en glazur, e groaz valirant savet gant pevar zour en sabel mogeriet en argant, an hini ouzh kab goloet ; e skoed lankellet en aour karget gant santez Julita en argant, balirant ouzh kondon er c'hreiz-holl ha heuliet ouzh kab a-zehoù gant un tan en gwirion, ouzh kab a-gleiz gant un taf gwer en argant, ouzh beg a-zehoù gant ur gordenn dalwedek en aour, hag ouzh beg a-gleiz gant daou dour-iliz en argant, toet en sabel, renket e giz ur sourin, an hini ouzh beg balirant war egile.
Istor
Dispac'h Gall
- Melestradurezh : krouet e voe kumun Remengol e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Pluniav. E distrig Pondi edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl Loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Pluniav ha lakaet Remengol e kanton Logunec'h, bet krouet ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Remengol en arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 71 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 4,66 % eus he foblañs e 1911[4].
Kemm arondisamant
- E 1926 e voe dilamet arondisamant Ploermael, lakaet e voe ar gumun en arondisamant Pondi.
Eil brezel-bed
- Mervel a reas c'hwec'h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
XXIvet kantved
- D'ar 1añ a viz Genver 2016 e voe kendeuzet ar gumun gant kumunioù Moustoer-Remengol ha Neizin evit sevel kumun nevez Eveliz[6].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- An iliz katolik.
- Ar feunteun.
- Ar c'halvar.
- Iliz katolik ha feunteun Santez Julid.
- Ar c'halvar.
- Ar monumant.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
Tud bet ganet eno
Ardamezeg ar familhoù
|
Pennadoù kar
Liammoù diavaez
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
