Remi

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remi
Remove ads

Ar Remi a oa ur bobl eus Gallia Belgica hag a veve etre ar stêrioù Mosa (Meuse) ha Matrona (Marne), er c'hentañ kantved kent JK.

Ur pennad Rémi zo ivez.

Thumb
Galia hag he fobloù, en amzer Julius Caesar.

Unan eus pobloù bras Galia e oant hervez an douaroniour Strabon hag ur gêr vras e oa o c'hêr-benn Durocorter pe Durocortum (Reims hiziv), war lez ar stêr Vesle[1]. Emglev a reas ar Remi gant Julius Caesar, dindan ren Iccius hag Andecombogius, ha feal e chomjont d'ar Romaned e-pad Brezel Galia. Ne gasjont ket tud da harpañ emsavadeg vras ar pobloù galian e 52 kent JK, en emgann Alesia.

Eus anv ar bobl Remi e teu anv kêr Reims. Marteze ivez e c'hallfe an anv-bihan gallek Rémi dont diwar anv ar bobl-se.

Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads