Reuz
kumun Il-ha-Gwilen From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Reuz zo ur gumun e Breizh, e Bro-Roazhon, er C'hornôg-Mervent da gêr Roazhon, en hanternoz d'ar stêr Gwilun, war-lez an hent a gas eus Roazhon d'an Oriant.
Remove ads
Douaroniezh
Tri lec'h poblet zo er gumun : kreiz-kêr Reuz, kêriadenn Lanneier Apigné er Reter, ha bourk Menieg-Roazhon er Su (ur gumun gozh staget ouzh Reuz e 1965).
Ar Gwilen a ra an harz gant Roazhon, ar Flûme gant Gwezin ha Pazieg. Gwazh al Lindon a dreuz ar gumun.
Anv
- Erwan Vallerie ː de Rodo, 1279; Le Rou, 1388
Ardamezioù
| En argant e dreustell en gul eilet gant teir ferenn en sabel, tanet en gul ; e vevenn kenframmet a ugent dremmad etre sabel hag aour. Tiegezh Appigné ; siell eus 1285. |
Istor
Krennamzer
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 50 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 4,95 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
- Pemp den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[3].
- D'ar 15 a viz Genver 1943 e stokas daou garr-nij Mosquito FBIV eus ar 105 Squadron eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) an eil ouzh egile er Reuz ; an eil, marilhet DZ413 ha kodet K-GB, e "La Jouaudière" ha "Les Champs Férées" e "Lanneier Apigneg" gant daou nijour kanadian (Royal Canadian Air Force) war vourzh, hag egile, marilhet DZ365 ha kodet V-GB, e "Launay " e Menieg-Roazhon gant daou nijour breizhveuriat war vourzh; lazhet e voent o-fevar, ur C'hanadian a voe douaret e Bretteville-sur-Laize (Calvados, Bro-C'hall), an tri nijour all e Bered ar Reter e Roazhon[4].
- D'an 23 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (marilhet 42-29937 ha kodet FR-C) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er "Genkiz" e Menieg-Roazhon (kumun a-wechall bet staget ouzh Reuz e 1965); tri nijour eus e laz a zeuas a-benn da achap, met unan anezhe a voe tapet e Toloza e miz Here 1943, ar seizh milour all a voe tapet gant an Alamaned[5].
- D'an 12 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Messerschmitt Bf 109-G6 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e "Le Bas Mée" e Reuz ; ne voe ket adkavet he sturier[6].
- D'an 28 a viz Mae 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Lancaster III marilhet ND814 ha kodet 60-T eus ar 582nd Squadron eus ar Royal New Zealand Air Force (aerlu Zeland-Nevez) e "Les Ponts de Chancors" e Menieg-Roazhon ivez gant seizh nijour war vourzh ; lazhet e voent holl ; e Bered ar Reter e Roazhon e voent sebeliet[4],[7].
Kendeuziñ
- Staget e voe kumun Moigné ouzh kumun Reuz.
Remove ads
Brezhoneg
- 2,3 % eus anvioù-lecʼh Menieg-Roazhon a zo brezhonek[8].
Monumantoù ha traoù heverk
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Remove ads
Skolioù
Buhez sevenadurel ha sportel
Brudet eo en tolead dre
Brezhoneg
Tud
Ardamezeg ar familhoù
| d'Acigné Aotrounez la Motte-au-Vicomte En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
(PPC) | |
| d'Appigné
Aotrounez al lerc'h se, e Reuz En arc'hant e per en sabel (PPC) | |
| le Bart,
Aotrounez la Jaunaye ha Méjusseaume En glazur e leonparzh en argant (PPC) | |
| de Coëtlogon
Aotrounez Motte-au-Vicomte; beskonted Méjusseaume e 1570 En gul e zri skoedig en erminoù (PPC) |
Gevelliñ
Gevellet emañ ar gumun gant :
Levrlennadur
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Patrom:RErwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


