Ri

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ri a dalveze roue [1]en henvrezhoneg da vare rouantelezh Breizh (eus Nevenoe da Vourmaelon etre 845 ha 913).

Roet e voe an titl-se c'hoazh e-pad marevezh an duged Breizh betek Alan IV a Vreizh (1084-1112), lesanvet Alan Fergant, an dug diwezhañ hag a gomze brezhoneg a-vihan.

Yezh

Eus ar ger predenek ha galianek rix [2] e teu an termen-se (Vercingetorix, "ver cingeto rix", "roue meur ar gaderien").

Kar eo d'ar gerioù rex en latin ha rajah en sañskriteg.

Eus ri e tiver kalz a anvioù-bihan brezhonek : Rieg, Riwallan, Riou, Riwan, Riwanon, Riware...

Da geñveriañ eo ivez gant ar gerioù rhi en kembraeg, en gouezeleg eus Iwerzhon.

Skouerioù implij

E Chapel Lomareg e Krac'h (Mor-Bihan) ez eus ur sarkofagenn, skrivet eo warnañ « Irha ema in ri », ar pezh a vije tu treiñ en "amañ eo beziet ar roue"[3]

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads