Richard Jordan Gatling

From Wikipedia, the free encyclopedia

Richard Jordan Gatling
Remove ads

Richard Jordan Gatling, ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1818 e Hertford County, North Carolina (Stadoù-Unanet Amerika), hag aet da anaon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1903 e New-York, a oa ur c'havadenner stadunanat brudet evit bezañ bet krouet ar c'hentañ mindrailherez, ar Gatling, e 1861.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Ar vindrailherez Gatling
Remove ads

Buhezskrid

Mab e oa Richard Jordan Gatling da Jordan Gatling, unan eus labourerien-douar pinvidikañ Karolina an Norzh. Atav e tiskouezas un donezon evit ijinañ ostilhoù pe dafar nevez. E 1835 e savas ur viñs-tro evit bagoù an US Navy. Ne c'hallas ket gwerzhañ anezhi dre ma voe ijinet ha lakaet ur breved war unan tost-heñvel gant ar suedat John Ericsson[1]. War-dro 1839 ec'h ijinas ur mekanik da blantañ riz. Betek 1845 e redas ar vro da werzhañ anezhañ. Pinvidik a-walc'h e oa deuet da vezañ pa dapas ar vrec'h e-kerzh ar goañv 1845-1846. Divizout a reas neuze studiañ ar medisinerezh en Indiana Medical College hag en Ohio Medical College. E 1849 e chomas a-sav hag ez eas da vevañ da Indianapolis (Indiana) e-lec'h ma kendalc'has da sevel ha da werzhañ dafar evit al labour-douar[2].

E deroù ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet (1861) e krogas da labourat war un arm nevez, gouest da dennañ 200 boled bep munutenn. Kalz uheloc'h e oa evit lusk-tennañ boas an armoù-tan hiniennel d'ar poent-se (betek 2 pe 3 zenn pe munutenn hepken). Spontet e oa bet Gatling gant an niver a soudarded gloazet pe lazhet hag hervezañ e aotree e ijinadenn da implijout nebeutoc'h a dud war an tachennoù-emgann[1]. Kinniget e voe ar Gatling Gun d'an arme ha da bolitikourien e deroù 1862, met ne reas ket berzh diouzhtu. E 1863 e voe diskouezet an arm da Benjamin Butler, jeneral an Unaniezh. Prenañ a reas 12 pimpatrom eus an arm war an 13 produet betek-neuze. O implijout a reas da vare emgannoù Petersburg (miz Even 1864)[2]. Kevratoù a voe sinet gant an US Army da brenañ skouerennoù eus ar vindrailherez Gatling, met ar braz anezhe a voe pourvezet d'an arme goude fin ar brezel e 1865.

Er bloavezhioù war-lerc'h e voe gwerzhet mindrailherezioù Gatling pe an aotre da broduiñ anezhe da veur a vro, en o zouez Impalaeriezh Rusia hag an Impalaeriezh Otoman e 1870. Kreskiñ a reas re vuan ar Gatling Gun Company krouet evit gwerzhañ anezhe, ha ret e voe da Richard Gatling goulenn e vije produet e arm gant embregerezhioù all evel ar Copper Firearms Manufacturing Co. pe Colt[3].

E 1870 e tilojas Gatling hag e wreg da Hartford (Connecticut) evit evezhiañ aesoc'h produiñ e vindrailherezioù. E 1897 e voe gwerzhet ar Gatling Gun Company d'ar strollad Colt. Richard Gatling a viras 10% eus an embregerezh. Kenderc'hel a reas da lakaat brevedoù war dafar labour-douar. Mervel a reas e miz C'hwevrer 1903 e New-York diwar un taol en e galon[4].

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads