Gatling (mindrailherez)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Gatling (mindrailherez)
Remove ads

Ar vindrailherez Gatling, Gatling gun e saozneg, a zo marteze ar vindrailherez koshañ er bed. Ijinet e voe gant ar Stadunanad Richard Jordan Gatling e 1861[1].

Fedoù berr-ha-berr Mindrailherez Gatling, Kinnig ...
Thumb
Ur Gatling Gun stumm dek kanol
Remove ads

Istor ha mont en-dro

Fellet a rae d'hec'h ijinour sevel un arm a c'hallje kemer plas kantadoù a soudarded war an dachenn ha digreskiñ an niver a dud ret war an tachennoù-emgann[2]. Breouiñ a reas e vindrailherez d'ar 4 a viz Du 1862. Stumm kentañ ar Gatling gun a oa dezhañ 6 kanol hag a droe pa veze implijet un dornikell. Karget e veze an arm gant ur voestad a-us dezhañ a-drugarez d'ar gravitadur[3]. Awenet e oa an dore kargañ diwar hini an Agar[4]. Implijout a rae kartouchennoù paper dezhe bannadelloù kalibr .58[5]. Pevar soudard a oa ret kaout evit implijout anezhi.

Thumb
Ur bagad Gatlings en emgann da vare ar brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet (1898) taolennet gant H. Charles McBARRON e 1953.

Implijet e voe gant arme an Unaniezh e dibenn Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Daoust d'an nevezenti a zegase e save kudennoù ivez : ne oa ket bras ampled reoliañ he zennoù war ar c'hostezioù, setu e oa efedus evit gwareziñ lec'hioù strizh dreist-holl, evel pontoù pe straedoù. Implijout a rae kement a gartouchennoù hag ur gompagnunezh troadeien evit un dachenn c'holoet strishoc'h, hag abalamour d'he hed-tenn etre e c'halle bezañ tizhet gant kanolierezh an enebourien[4]. Kalz ezhommoù pourvezañ a zegase ivez : evit lakaat e plas ur strollad 6 mindrailherez[6] dezhe 10.000 kartouchenn evit pep hini anezhe e oa ret implijout 6 tenn-kezeg ha div garrigell, da lavaret eo 34 loen-kezeg.

Lakaet e voe memestra da arm ofisiel an arme e 1866[5]. Graet e voe gant ar Gatling e meur a vrezel all evel Brezel ar Boshin, ar Brezel saoz-zoulou[5], pe c'hoazh e argadenn ar menez San Juan da vare ar Brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet. Implijet e voe ivez gant bezennoù ha gwardoù broadel SUA (National Guard) e-pad lod eus stourmoù ar Great Railroad Strike e 1877, dreist-holl e Pittsburgh (Pennsylvania). Stummoù all eus ar Gatling a voe savet, dezhe 6 pe 10 kanol, kambret evit kartouchennoù metal adalek 1881 (kalibroù .45-70 Government ha .30 Army). Ne oe ket plijet an holl ofiserien troadegezh pe marc'hegerezh gant ar Gatling peogwir e oa hir da ziblasañ anezhi hag e lake ar fiñvadegoù war an dachenn da vezañ gorrekoc'h[4]. Tennet e voe eus ar servij e 1911 gant arme ar Stadoù-Unanet.

Un amprouenn kaset etre an 23 hag ar 25 a viz Here 1873 a ziskouezas e c'halle ar Gatling tennañ 100.000 boled diouzh renk hep darvoud-tennañ ebet[4]. Deuet eo da vezañ diazez mindrailherezioù-tro a-vremañ evel an M134 Minigun pe an M61 Vulcan.

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads