Robin Williams

From Wikipedia, the free encyclopedia

Robin Williams
Remove ads

Robin McLaurin Williams, bet ganet e Chicago (Illinois, SUA) d'an 21 Gouere 1951 hag aet da Anaon e Paradise Cay (Kalifornia, SUA) d'an 11 Eost 2014, a oa un aktour hag ur fentigellour stadunanat.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Thumb
Robin Williams e 2011
Remove ads

E filmoù er sinema

1970-1979 : ur film

  • 1977 : Can I Do It 'Till I Need Glasses?, sevenet gant I. Robert Levy.

1980-1989 : pevarzek film (pemzek en holl)

  • 1980 : Popeye, sevenet gant Robert Altman.
  • 1982 : The World According to Garp gant George Roy Hill.
  • 1983 : The Survivors gant Michael Ritchie.
  • 1984 : Moscow on the Hudson gant Paul Mazursky.
  • 1986 :
    • The Best of Times gant Roger Spottiswoode,
    • Club Paradise gant Harold Ramis,
    • Seize the Day gant Fielder Cook.
  • 1987 : Good Morning, Vietnam gant Barry Levinson.
  • 1988 :
    • The Adventures of Baron Munchausen gant Terry Gilliam,
    • daneveller Rabbit Ears: Pecos Bill gant Tim Raglin,
    • Portrait of a White Marriage gant Harry Shearer.
  • 1989 :
    • Dead Poets Society gant Peter Weir,
    • I'm from Hollywood gant Lynne Margulies ha Joe Orr,
    • Back to Neverland, gant Jerry Rees.

1990-1999 : ur film ha tregont (c'hwec'h ha daou-ugent en holl)

  • 1990 :
    • Cadillac Man, sevenet gant Roger Donaldson,
    • Awakenings gant Penny Marshall.
  • 1991 :
    • Shakes the Clown gant Bobcat Goldthwait,
    • Dead Again gant Kenneth Branagh,
    • The Fisher King gant Terry Gilliam (eil film asambles),
    • Hook gant Steven Spielberg,
    • daneveller Rabbit Ears: The Fool and the Flying Ship.
  • 1992 :
    • daneveller FernGully: The Last Rainforest gant Bill Kroyer,
    • daneveller The Timekeeper,
    • daneveller Aladdin gant Ron Clements ha John Musker,
    • Toys gant Barry Levinson (eil film asambles).
  • 1993 : Mrs. Doubtfire gant Chris Columbus.
  • 1994 : Being Human gant Bill Forsyth.
  • 1995 :
    • Nine Months, gant Chris Columbus (eil film asambles),
    • To Wong Foo, Thanks for Everything! Julie Newmar gant Beeban Kidron,
    • Jumanji gant Joe Johnston.
  • 1996 :
    • The Birdcage gant Mike Nichols,
    • Jack gant Francis Ford Coppola,
    • daneveller Aladdin and the King of Thieves gant Tad Stones,
    • The Secret Agent gant Christopher Hampton,
    • Hamlet gant Kenneth Branagh (eil film asambles).
  • 1997 :
    • Father's Day gant Ivan Reitman,
    • Deconstructing Harry gant Woody Allen,
    • Flubber gant Les Mayfield,
    • Good Will Hunting gant Gus Van Sant.
  • 1998 :
    • What Dreams May Come gant Vincent Ward,
    • Junket Whore gant Debbie Melnyk,
    • Patch Adams gant Tom Shadyac.
  • 1999 :
    • Jakob the Liar gant Peter Kassovitz,
    • Bicentennial Man gant Chris Columbus (trede film asambles),
    • Get Bruce gant Andrew J. Kuehn.

2000-2009

  • 2000 : Model Behavior, sevenet gant Mark Rosman.
  • 2001 : daneveller A.I. Artificial Intelligence gant Steven Spielberg.
  • 2002 :
    • The Rutles 2: Can't Buy Me Lunch gant Eric Idle,
    • Insomnia gant Christopher Nolan,
    • Death to Smoochy gant Danny DeVito,
    • One Hour Photo gant Mark Romanek.
  • 2004 :
    • Noel gant Chazz Palminteri,
    • House of D gant David Duchovny,
    • The Final Cut gant Omar Naim.
  • 2005 :
    • The Big White gant Mark Mylod,
    • : daneveller Robots gant Chris Wedge,
    • The Aristocrats, gant Penn Jillette ha Paul Provenza.
  • 2006 :
    • Man of the Year gant Barry Levinson (trede film asambles),
    • Night at the Museum gant Shawn Levy,
    • daneveller Happy Feet gant George Miller,
    • daneveller Everyone's Hero gant Christopher Reeve, Daniel St. Pierre ha Colin Brady,
    • RV gant Barry Sonnenfeld,
    • The Night Listener gant Patrick Stettner.
  • 2007 :
    • License to Wed gant Ken Kwapis,
    • August Rush gant Kirsten Sheridan,
  • 2009 :
    • Shrink gant Jonas Pate,
    • World's Greatest Dad gant Bobcat Goldthwait (eil film asambles),
    • Night at the Museum: Battle of the Smithsonian gant Shawn Levy (eil film asambles),
    • Old Dogs gant Walt Becker.

2010-2015 : nav film

  • 2011 :
    • daneveller Happy Feet Two, sevenet gant George Miller (eil film asambles),
    • Stage Left: A Story of Theater in the Bay Area gant Austin Forbord.
  • 2013 :
    • The Big Wedding gant Justin Zackham,
    • The Butler gant Lee Daniels,
    • The Face of Love gant Arie Posin.
  • 2014 :
    • Boulevard gant Dito Montiel,
    • The Angriest Man in Brooklyn gant Phil Alden Robinson,
    • A Merry Friggin' Christmas gant Tristram Shapeero,
    • Night at the Museum: Secret of the Tomb gant Shawn Levy (trede film asambles).
  • 2015 : Absolutely Anything.

Dead Poets Society / Kevredigezh ar Varzhed Varv

Nag a filmoù zo bet gantañ ma oa penn-c’hoarier enne, kat da lakaat an arvester da c’hoarzhin pe da ouelañ diouzh ma veze. Dalc’het e vo soñj eus e berzh er film « Dead Poets Society » pe « Kevredigezh ar Varzhed Varv » (e galleg « le Cercle des Poètes Disparus ») bet graet er bloaz 1989. Er film-se e c’hoarias perzh ur c’helenner war ar saozneg, John Keating, en ur skol vrudet e 1959, ur skol e-lec’h e veze stummet skolidi a live uhel. Dont a ra a-benn da aweniñ ha da dommañ skolidi ar Welton Academy ouzh ar varzhoniezh, hag int troet da zont da vezañ kentoc’h mezeien pe ijinourien eget barzhed. Deskiñ a ra dezho penaos karout ar varzhoniezh ha degas kemmoù en o buhezioù dre hanterouriezh ar studi-se. Renet e voe ar film gant Peter Weir ha skrivet gant Tom Schulman. Setu amañ neuze un toullad arroudennoù tennet eus ar film holl vrudet-mañ.

John Keating: Ne vez ket lennet na skrivet barzhonegoù abalamour ma'z eo un dra vrav da ober. Lenn ha skrivañ barzhonegoù a reer abalamour ma'z omp izili eus an denelezh. Ha leun-barr eo an denelezh a entan. Ar vezegiezh, ar gwir, an aferioù, an ijinouriezh zo holl dellezek eus ho strivoù hag ezhomm anezho evit hon magañ e-kerzh hon buhez. Met ar varzhoniezh, ar gened, an hoalerezh, ar garantez, evito eo e chomomp bev. Hervez Whitman, « O me ! o ma buhez ! ouzh ar goulennoù-se e troan bepred ; ouzh trenioù difin an dud amgredus… ouzh kêrioù leun a dud sot enno ; petra a vad a zo ennoc’h evidon, O me, O ma buhez ? » Respont. Ma ‘z oc’h amañ – ma zo eus ar vuhez hag an identelezh ‒, evit ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari kreñv-se da vont en-dro, e c’helli-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari da vont en-dro, ma c’hellfes-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Pehini a vezo da werzenn ? »

Emañ John Keating o tiskouez skeudennoù klasadoù liseidi gozh d’e skolidi e-kerzh ur gentel varzhoniezh. Ret e eo dezho prederiañ war an amzer-dremenet hag ivez o amzer da zont.

John Keating: Gwelout a rit, n’int ket disheñvel a galz diouzhoc’h, neketa ? An hevelep doare da droc’hañ o blev. Leun int a hormonoù eveldoc’h. Didrec’hus int, eveldoc’h. Dezho eo ar bed. Krediñ a reont ez eo o zonkad sevel oberennoù meur, evel ma ra kalz ac’hanoc’h, ez eo leun o daoulagad a spi, eveldoc’h. Daoust ha gortozet o deus re bell ken ne oa re ziwezhat dezho ober ken nemet un disterdra eus ar pezh e oant gouest d’ober ? Rak, ma zud kaezh, ret eo deoc’h merzout ez int aet holl da vouetañ buzhug. Met selaouit ervat a-dost, hag e klevot anezho o kuzulikat o herezh deoc’h. Deuit ‘ta, astennit ho skouarnioù. Selaouit, klevout a rit ? - Carpe – klevet hoc’h eus ? - Carpe, carpe diem, grit ho mat eus hiziv, paotred, lakait ho puhezioù da vezañ dreist-ordinal[1].

Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads