Ruzieg
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur gumun eus Breizh eo Ruzieg[2] (Rougë e gallaoueg, Rougé e galleg), e Bro-Naoned, e departamant al Liger-Atlantel. Pennlec'h kanton Ruzieg, diskaret e 2015, eo bet.
Remove ads
Douaroniezh
Ruzieg a zo ur gumun er gwalarn da Gastell-Briant. Ar c'humunioù amezeg a zo Soulvac'h, Ferreg, Noal-ar-Bruz, Kastell-Briant, Saoudan ha Ruzinieg evit al Liger-Atlantel, ha Tilheg evit an Il-ha-Gwilen.
Treuzet eo ar gumun gant ar stêr Bruz.
Anv
- Erwan Vallerie ː Rubiacensis condita, IXvet kantved ; Rugiacum, XIIvet kantved.
Ardamezioù
En gul, e groaz divouedet pavek en aour ; aozer : Ao. Loeiz Renaud ; brizhenn ardamezioù tiegezh a Rougé.
Istor
- Douar-dalc'h orin marc'htierned Ruzieg e oa. Gwechall e oa ur c'hastell a-us kêr el lec'h m'emañ an iliz Pêr ha Paol hiziv, met e 1173 e voe distrujet ar c'hastell kentañ gant goprsoudarded a Vrabant a oa dindan veli roue Bro-Saoz.
- Teir barrenn vras a oa e dalc'h aotrouien Ruzieg : Ruzieg-e-Ruzieg, Ruzieg-e-Tourig ha Ruzieg-en-Tilh. Diwar an div varrenn ziwezhañ-mañ e voe savet, gant an amzer, beskontelezh Tourig ha kastellaniezh an Tilh.
- War c'hwec'h parrez en em astenne barrenn Ruzieg-e-Ruzieg e 1560 : Ruzieg, Ruzinieg, Lalleu-Saint-Jouin ("Douar-kuit Sant Jouan"), Herzieg-Mez, Soulvac'h ha Sant-Yann Vere[3]
- Ledanoc'h c'hoazh e oa beli aotrouien Ruzieg e gwirionez, p'o deveze ar gwir a reizh betek an Tilh, Tourig ha Pereg diouzh un tu, betek Sant-Albin-ar-C'hestell ha Sant-Visant-al-Lann diouzh an tu all.
- Ar Goadeg Nevez, ur vilin-avel e Ruzieg ha hini Ruzinieg a oa e dalc'h an aotrouien ouzhpenn da gastelloù Ruzieg ha Soulvac'h.
Kalz gwizien a oa dindan beli aotrouien Ruzieg.
Tiegezhioù brudet a voe perc'henn war gastelliezh Ruzieg :
- tiegezh Ruzieg
- tiegezh Kastell-Geron
- tiegezh Reoz
- tiegezh Laval
- tiegezh Montmorency
- tiegezh Bourbon-Condé
Dispac'h Gall
- Krouet e voe kumun Ruzieg e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Ruzieg hag e Bann Kastell-Briant. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Kastell-Briant[4].
- E 1793 e voe lazhet person touer ar barrez gant an emsavidi[5].
- D’ar 14 a viz Even 1794 tro 3 eur beure e voe pilet ur bagad Chouaned e Koad Ruzieg gand soudarded republikan an adjudant-jeneral Decaen[6].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
Eil brezel-bed
- Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
Trevadennoù
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas ur milour ag ar gumun e miz Gouhere 1954 en Ho Xuan er Viêtnam hervez monumant ar re varv, serjant e oa en 2vet Batailhon Thai[9].
- Brezel Aljeria: mervel a reas daou vilour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[10].
XXIvet kantved
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Kastell-Briant pa voe diskaret Kanton Ruzieg e 2014[11].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[12],[13] ha kartenn-bost[14]. Dioueliet e voe d’ar 25 a viz Ebrel 1925[15].
- Plakenn ar re varv en iliz katolik, luc’hskeudenn[16].
- Daou beulvan[17].
- Seizh melin[18].
Manerioù
Remove ads
Armerzh
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
- François-Yves du Rocher du Rouvre; selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1782
Ardamezeg ar familhoù
Liammoù diavaez
Levrlennadur
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

