Sozialdemokratische Partei Deutschlands

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Strollad sokial-demokrat Alamagn (Sozialdemokratische Partei Deutschlands, SPD) a zo unan eus strolladoù politikel pennañ Alamagn. Strollad politikel koshañ Alamagn eo ivez hag an hini nemetañ a oa anezhañ en ur stumm damheñvel a-raok an Eil Brezel-Bed. Sez ar strollad a zo e Willy Brandt-Haus e Berlin.

Logo SPD

Istor

A-raok ar Republik

Savet e voe e 1875 dindan anv anv SAP (Sozialistische Arbeiterpartei, Strollad sokialour al labourerien) pa voe kendeuzet daou strollad all : ADAV (Allgemeiner Deutscher Arbeiterverein, Kevredigezh alaman hollek al labourerien), savet e 1863 gant Ferdinand Lassalle ha SDAP (Sozialdemokratische Arbeiterpartei, Strollad sokial-demokrat al labour) savet e 1869 gant August Bebel ha Wilhelm Liebknecht. Diwar 1871 e kemeras perzh ar sokialourien e kement votadeg a voe aozet er Reichstag. Daou zileuriad a dapjont kaout e 1871, betek dont da vezañ strollad politikel pouezusañ Alamagn e 1912 pa dapjont 34,8% eus ar mouezhioù ha 110 dileuriad. E 1890 e vo dibabet an anv SPD. Adal ar mare ma voe krouet SPD e voe tost ouzh ar sindikadoù, ha mont a reas war gresk e levezon e-touez ar vicherourien. Etre 1878 ha 1890 e voe savet ar Sozialistengesetze (Lezennoù ar sokialourien) gant gouarnamant Bismarck: berzet e voe SAP ha heskinet ar sokialourien-demokrat. Kenderc'hel a reas ar strollad dre guzh. Abaoe m'eo bet krouet SPD ez eus un dislavar ennañ : ez-ofisiel ez eo a-gleiz da vat e brogramm, padal n'eo ket kement e zoare da ren. Er bloavezhioù 1890 e voe meur a ziviz ennañ a-benn gouzout hag-eñ e oa dav aozañ un dispac'h sokialour a-benn gwellaat stad ar vicherourien, pe hag-eñ e oa trawalc'h kas adreizhadennoù da benn vat (Revisionismusdebatte).

D'ar 4 a viz Eost 1914 e votas a-du dilennidi SPD ar Reichstag gant an dispignoù-brezel, ar pezh a zisplijas da veur a ezel eus ar strollad, dre ma soñje dezho e oa ur vot a yae a-enep pennaennoù SPD. Stank e voe an izili a voe skarzhet (Rosa Luxemburg, Karl Liebknecht, Hugo Haase, Karl Kautsky, Paul Levi, Otto Rühle, Clara Zetkin ha re all), ha meur a strollad all a voe savet da-heul USPD (Unabhängige SPD, SPD dizalc'h) hag ar C'hevread spartakour (Spartakusbund).

Da vare Republik Weimar

Thumb
Skitell SPD da vare dilennadegoù 1919

E penn-kentañ an dispac'h e voe unvanet SPD hag USPD, ha Friedrich Ebert, hag a oa e penn SPD, a voe lakaet da brezidant ar Republik. SPD a voe e-touez krouerien Republik Weimar e 1919, asambles gant strolladoù all evel DDP (strollad frankizour) hag ar Zentrum (strollad kristen). Goude c'hwitadenn an emglev-se e dilennadegoù 1920 e voe dister perzh SPD er gouarnamantoù. Krennet e voe ivez levezon SPD pa greskas KPD (Kommunistische Partei Deutschlands Strollad komunour Alamagn). Ul lodenn eus izili tu-kleiz SPD a voe skarzhet e 1931, ha gant an dud-se e voe krouet SAPD (Strollad Sokialour Labourerien Alamagn). Da vare dilennadegoù 1933 e tapas kaout SPD 18,3 % eus ar mouezhioù, padal en doa tizhet 37,9 % e 1919.

Da vare an Trede Reich

D'an 23 a viz Meurzh 1933 e voe kannaded SPD er Reichstag (ar re a oa bet aotreet da vont e-barzh, ne gonter ket ar re o doa ranket tec'hout hag ar re a oa en toull-bac'h) ar re nemeto ne votjont ket evit ma vefe roet holl ar galloud da Hitler. Dileuridi KPD a oa toull-bac'het pe drouklazhet. Evel holl ar strolladoù politikel all, war-bouez NSDAP, e voe berzet SPD e-pad an hañv 1933. Ul lodenn vras eus e izili a voe bac'het pe kaset da gampoù-bac'h. Adsavet e voe SPD e Praha, met skarzhet e voe e 1938 pa voe aloubet Tchekoslovakia goude emglevioù München. Mont a rejont neuze da Frañs, ha rankout a rejont tec'hout war-du ar Rouantelezh-Unanet pa voe aloubet Frañs gant arme Alamagn.

Abaoe an Eil Brezel-Bed

Goude ar brezel e voe adsavet SPD e kement tachenn aloubiñ a oa. En dachenn soviedel (hag a zeufe da vezañ DDR) e kendeuzas gant KPD ha savet e voe neuze SED (Sozialistische Einheitspartei Deutschlands, strollad sokialour unvan Alamagn). Ul lodenn vras eus izili tu sokial-demokrat ar strollad en DDR a voe heskinet gant gouarnamant DDR hag a oa dindan levezoù politikerezh Stalin. Da-geñver kendalc'h SPD e Bad Godesbger e 1959 e voe degaset kemmoù da brogramm ar strollad, ha degemerete voe an armerzh marc'had gant SPD. E 1966 e kemeras perzh izili SPD en ur gouarnamant an unvaniezh, kaset gant ar c'hañseller Kurt Georg Kiesinger (CDU), hag enañ izili eus CDU hag eus CSU. Goude dilennadeg ar gannaded e 1969 e cheñchas an traoù, hag e voe izili eus SPD ha re eus FDP er gouarnamant. Ar c'hañseller Willy Brandt (SPD) a glaskas gwellaat an darempredoù etre Alamagn ha broioù bloc'had ar reter (Ostpolitik), ar pezh a zisplijas kalz d'ar virourien. War e lerc'h e teuas ar c'hañseller Helmut Schmidt a gasas ar gouarnamant betek 1982, pa zivizas izili FDP cheñch tu. En tu-enep en em gavas neuze SPD. E 1983 e tapas kaout Die Grünen dileuridi er Bundestag evit ar wech kentañ. Neuz e voe posupl krouiñ emglevioù e tu-kleiz ar c'hreiz (Willy Brandt).

Thumb
Willy Brandt

E 1989 e voe krouet SDP (Sozialdemokratische Partei, Strollad sokial-demokrat) en DDR, ha kendeuziñ a reas gant SPD ur pennadig a-raok adunvanidigezh Alamagn. E 1998 e voe dilennet Gerhard Schröder da gañseller, a-drugarez d'un emglev SPD-Die Grünen. Oskar Lafontaine, hag eñ prezidant SPD, a voe laket da vinistr an armerzh. Met bec'h a savas etrezañ ha Schröder a-fet politikerezh, hag e miz Meurzh 1999 e roas Lafontaine e zilez eus kement karg a oa bet fiziet ennañ. Miz a-raok e oa bet kollet ar muianiver gant SPD er Bundesrat, neuze e rankas ar gouarnamant kavout emglevioù gant CDU.

Thumb
Gerhard Schröder e 2005

E 2003 e voe embannet Agenda 2010, ur programm ennañ kinnigoù kemmoù frankizour, gant ar c'hañseller Gerhard Schröder. Reuz a voe e diabarzh SPD betek dibenn 2004, fall e voe disoc'hoù SPD en dilennaegoù ha meur a ezel az eas kuit. Pa oa tost da 1 million a izili er bloavezhioù 1970 e oa nebeutoc'h evit 600.000 anezho e 2005.
Ar re ne savent ket a-du gant kinnigoù Schröder a savas WASG da gentañ, ha Die Linke goude-se. Daoust d'ar pezh a oa bet raktreset er sontaedgoù ne voe ket re fall disoc'hoù SPD da-geñver dilennadegoù 2005. Ne zeuas ket a-benn CDU da gaout ar muianiver, hag izili SPD a asantas kemer perzh er gouarnamant kaset gant Angela Merkel (CDU).

Thumb
Bärbel Bas, unan eus daou benn an SPD abaoe 2025

Prezidanted SPD abaoe 1946

Kañsellerien SPD (goude an Eil Brezel-Bed)

Prezidanted Alamagn bet ezel eus SPD

Ministred-prezidant SPD el Länder

Komiser (Europa)

  • Günter Verheugen, e-karg eus an embregerezhioù hag eus an greanterezh
Remove ads

Liamm diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads