Praha
kêrbenn Tchekia From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Praha (tchekeg : Praha) eo kêr-benn ha kêr vrasañ ar Republik Tchek (tchekeg : Česká republika). Unan eus ar pevarzek rannvro a ya d'ober Tchekia eo, kêr-benn rannvro velestradurel Kreiz Bohemia hag ivez kêr-benn rannvro istorel Bohemia. Enni e tremen ar stêr Vltava (Moldau en alamaneg). Bet eo bet kêr-benn Rouantelezh Bohemia, hini an Impalaeriezh santel roman german ha hini Tchekoslovakia (ČSR, ČSSR ha ČSFR).
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Remove ads
Istor kêr
- Gwelout un diverradenn : Amzeroniezh Praha
Karterioù Praha
Malá Strana, karter ar C’hastell
E-touez al lec’hioù dibar a sach evezh an douristed emañ pont Charlez, a liamm ar Gêr Gozh ouzh Malá Strana. Eno e c’haller gwelout kastell, iliz-veur Sant Gi hag ar Straed Aour (anv diaezezet war labour an alkimiezhourien), moger John Lennon e-tal kannati Bro-C’hall, bered Vyšehrad, Plasenn Venceslas ha kenkiz Müller. Distruj a zo bet er c’harter goude dour-beuz 2002.
- Sell war Malá Strana
- iliz-veur Sant Gi
- Kouent Strahov
Ar Gêr Gozh hag ar Gêr Nevez
Kêr Gozh Praha (Staré Město, pe Staré Město pražské) a zo lodenn goshañ kreiz-kêr Praha. Diouzh tu dehou ar stêr Vltava emañ, hag he gorread a zo 129 hektar.
Betek 1784 e voe Kêr Gozh Praha renet gant un ti-kêr dizalc’h, evel er c’harterioù all (Malá Strana, Hradčany hag ar Gêr Nevez). Er bloavezh-se e voe kenteuzet an holl gumunioù-se a-benn sevel ur gêr nemetken, hag e teujont da vezañ pastelloù-bro. Anvet eo ar c’harter-se ar Gêr Gozh a-benn e ziforc’hiñ diouzh ar Gêr Nevez (Nové Město), bet aozet gant an impalaer Charlez IV er XIVvet kantved. Dispartiet eo an div gêr gant ar straedoù da heul : Národní (broadel), Na Příkopě (War ar Foz) ha Revoluční (straed an dispac’h). Etre ar Gêr Gozh ha Malá Strana e red ar stêr Vltava. Er Gêr Gozh emañ ivez Josefov, bet ur ghetto, hag a voe meret e-pad pell gant ar yuzevien o-unan.
Remove ads
Savouriezh dibar er Gêr Gozh
Pinvidik-tre eo ar c’harter a-fet savouriezh, hag er memes straed e c’haller gwelout savadurioù gwall zisheñvel an eil diouzh egile : iliz roman, tour gotek, ti doare Azginivelezh, palez barok pe c’hoazh tiez-bank Arz Nevez.
Da skouer:
- Plasenn ar Gêr Gozh (Staroměstské náměstí), gant an tour-ged, an horolaj steredoniel, iliz Itron Varia Týn, ar monumant da enoriñ Jan Hus (gant František Bílek), Palez Kinský
- Plasenn ar Republik (Náměstí Republiky), gant an Ti Boutin ha Tour ar Poultr
- Týn, kreizig-kreiz ar Gêr
- Klementinum
- Ti-kêr Praha
- An Ti a zañs
- Palez Clam-Gallas
- Kastell Troja
Praha hag ar Yuzevien
Josefov, ar ghetto kozh a lak da gaout soñj eus ar gêr yuzev bet emren e-pad pell, hag e barr he brud er XVIIvet kantved. D’ar mare-se e oa war-dro 15 000 annezad ennañ, da lavaret eo 30 % eus poblañs kêrioù Praha ( Staré Město, Nové Město, Malá Strana ha Hradčany a voe kenteuzet e 1784). Etre 1597 ha 1609 e voe lakaet Maharal Praha, Juda Loew ben Bezalel e anv, da rabbin ar gumuniezh. Hiziv an deiz eo gwelet c’hoazh evel unan eus doktorien wellañ lezenn Moiz. Douaret eo bet e bered yuzev, ha kalz tud a zeu da birc’hirinañ eno. War zigarez “kenlabourat” gant armeoù Friedrich II Prusia e voe skarzhet ar Yuzevien eus Praha e 1745. Aotreet e voent da zistreiñ e 1748, pa voe echu Brezel Hêrezh Aostria. Dorioù ar ghetto a voe distrujet e 1848. Enframmañ ar Yuzevien ar oa ar pal, met o gwirioù a-fet emrenerezh a golljont war un dro. War-bouez un nebeud savadurioù eo bet distrujet ar ghetto penn-da-benn e XIXvet kantved. D’ar mare-se e voe divizet gant an ti-kêr yac’husaat karter Josefov : ledanaat ar straedoù, degas gaz, staliañ kanoù-skarzh.
- Sinagogenn ar Gêr Nevez
- Bered yuzev Praha
- Talbenn ar Sinagogenn spagnol
- Monumant Franz Kafka
Tud brudet
Tud ganet eno
- Karl IV an Impalaeriezh Santel (1316-1378), impalaer
- Wilhelm Steinitz (1836-1900), meurc'hoarier echedoù tchek
- Václav Havel (1936-2011), skrivagner, c'hoarivaour, disrannad ha den a Stad tchek
- Franz Kafka (1883-1924), skrivagner aostrian-tchekoslovak
Tud marvet eno
- Mazhev Arras (1290?-1352), tisavour, kizeller ha mestr-mañsoner gall
- Peter Parler (1330 pe 1333-1399), tisavour alaman
- Rudolf II an Impalaeriezh Santel (1552-1612), impalaer
- Alfons Mucha (1860-1939), livour tchek
- Rainer Maria Rilke (1875-1926), barzh alamanek
- Alexander Dubček (1921-1992), politiker eus Tchekoslovakia
- Jan Palach (1948-1969), studier ha haroz tchek
Remove ads
Darempredoù etrebroadel
Praha en deus kevelerezhioù ofisiel kenkoulz hag anofisiel gant kêrioù bras all.[1] Kêr Braha he deus ivez he dileurierezh hec'h-unan ouzh Unvaniezh Europa e Brusel. Graet eo vez Prague House anezhi.[2]
Kevelerezhioù:
|
ofisiel:
|
anofisiel:
|
Remove ads
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
