Sendai
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Sendai (japaneg : 仙台市, Sendai-shi), zo ur veurgêr japanat, pennlec'h ar brefedelezh Miyagi e rannvro Tōhoku. Poblet e oa gant 1 098 335 den e miz Eost 2023, ha kêr vrasañ ar rannvro eo.
War-hed 300 km er Biz da Dōkyō emañ, war enezenn Honshū. E-touez daouzek kêr vrasañ Japan emañ. Bevennet eo gant menezioù er C'hornôg hag ar Meurvor Habask er Reter.
War an dachenn ekonomikel e labour ur 500 000 den bennak e 50 000 embregerezh, e genadoù liesseurt : saverezh tredanel, dilhad, kaoutchoug, artizanerezh (seiz, lak, prierezh), hag all. Un deknopolenn enklask (mezegiezh, ijinouriezh, teknologiezhioù uhel) zo ivez, ur pemzek skol-veur bennak, en o zouez hini Tōhoku, hag ul laz-seniñ filarmonek.
Skoet e voe Sendai gant ur c'hren-douar heuliet gant un tsunami d'an 11 a viz Meurzh 2011, e c'horregreizenn e 130 km er Reter, a-vaez d'an aodoù. Hep mar e voe kren-douar feulsañ istor ar vro, hag unan eus ar re lazhusañ biskoazh bet enrollet war ar blanedenn abaoe 1900.
Remove ads
Gevellerezh
Sendai he deus un hir a hengoun gevelliñ etrebroadel. Ar gevellerezh gant Riverside (Kalifornia), e-pleustr abaoe an 9 a viz Meurzh 1957, eo an eil koshañ e-touez ar c'hêrioù japanat.
Liamm diavaez
- (ja) Lec'hienn ofisiel
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


