Skolveurieg
doare da skrivañ ar brezhoneg From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh.
Istor
Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù Akademiezh Roazhon a-hervez(Daveoù a vank). Setu perak e voe roet an anv skolveurieg-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare falc'huneg anezhañ, dre c'hoap.
Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret Skol-veur Breizh-Izel eno, ha ne voe ket implijet ar skolveurieg e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon ken.
Kostezennoù ar skolveurieg
Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg : ar gatoliked en un tu, hag an tu-kleiz gall (PCF, SFIO dreist-holl d'ar mare-se) en tu all. Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar vroadelourien a rae gant ar peurunvan.
- E tu ar gatoliked e oa :
- ar Bleun Brug, diazezet e Bro-Leon hag e Kernev (beleien Treger ha Kernev-Uhel, gant Marsel Klerg ha Maodez Glanndour, o doa degemeret ar peurunvan),
- ar Skol dre Lizer, gant Visant Seite.
- E tu ar gleizidi :
- Ar Falz, renet gant Per Honoré, met dilezel a reas ar falc'huneg pa voe savet an assimileg gant Fañch Morvannou, goude kemeret ar stur gant tud UDB diwar-goust ar re gozh a oa tost d'ar strolladoù gall,
- Emgleo Breiz, renet gant Armand Keravel, ezel eus ar PCF a-raok dont da vezañ ezel eus ar PS, a oa e-barzh Ar Falz ivez, ha gant Andreo ar Merser, ezel eus ar PCF, a grouas Ar Skol Vrezoneg, evit klask kemer lec'h Ar Falz,
- Kendalc'h, hag a embanne al levr kanaouennoù Kanomp Uhel,
- Al Leur Nevez, savet gant Loeiz Roparz.
Remove ads
Hiziv
Gant Frañsez Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze lavaret ar falc'huneg gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger skolveurieg, ha n'eus forzh penaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeut en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh.
Ne vez implijet ar skolveurieg-falc'huneg nemet gant an tier-embann-mañ ken :
- Minihi Levenez, kaset en-dro gant Job an Irien betek e varv (a veze lakaet e bennadoù e peurunvan pa skriv e-barzh Ya!), a zo pezh a chom eus hengoun katolik ar Bleun Brug kozh.
- Mikael Madeg, a embann e-unan e oberennoù.
E-touez fealañ skoazellerien ar skolveurieg-falc'huneg eo ret menegiñ Yann-Bêr Thomin, bet kuzulier-rannvro, bet maer Landerne, ha bet e-touez renerien diwezhañ ar Bleun Brug, aozadur kozh Yann-Vari Perrot, deuet da vezañ un tasmant hiziv.
Met nebeut a bouez a chom en XXIvet kantved gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel-just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.
Remove ads
Diazezoù ar skritur
- Gwelloc'h en doa kavet ar chaloni Falc'hun chom hep lakaat kensonennoù divouezh e dibenn an anvioù-gwan :
- Mad ha n'eo ket skrivet mat evel en doareoù-skrivañ a-gent (doare-skrivañ KLT hag ar peurunvan).
- Ne ra ket gant c'h da aroueziañ ar son deuet diwar kemmadur ar son [k] pe ar son [g] :
- ar hi, e-lec'h ar c'hi, Marh al lorh e-lec'h Marc'h al lorc'h ;
- war-hed (koulz evit war-hed ha war-c'hed).
- Ober a ra gant ar c'hemmadurioù diyezhadurel a vez kavet e Leon hag en ul lodenn eus Kernev: sac'h > ar zac'h, chistr > ar jistr.
- Ober a ra gant ar c'hemmadur f > 'f evit diskouez un "f blot": forh > da 'forh" (forc'h, da forc'h).
- Ne ra ket gant v e dibenn ar gerioù, met gant o pe ou: glao, piou, brao (daoust ma reont gant braventez).
- N'en deus ket miret ar zh a oa bet degaset gant Langleiz ha degemeret er brezhoneg peurunvan evit kompezañ an doare disheñvel a zo gant komzerien Bro-Wened da ezteurel ar z a vez klevet e pastelloù-bro all : un h a vez distaget e skolveurieg.
- Un doare-skrivañ nevez evit ar gwenedeg a oa bet kinniget gant ar chaloni Falc'hun hag ar person Meriadeg Herrieu, mab da Loeiz Herrieu.
Skouerioù
Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg :
Remove ads
Liammoù diavaez
- Yves Le Berre e 2014 o lenn ur skrid falc'hunek ofisiel eus 1914 (pa oa bet ijinet ar skritur e 1955) :
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads