Smiley

From Wikipedia, the free encyclopedia

Smiley
Remove ads

Arouezlun ur dremm vousc'hoarzhus eo ar smiley (eus ar saozneg smile, mousc'hoarzh). Eeun eo e dresad (daou doull evit an daoulagad, ul linenn evit ar genoù), ha livet eo e melen. Krog e oa da vezañ treset ha skignet adalek ar bloavezhioù 1950 dreist-holl, ha deuet eo da vezañ ur fromlun implijet er yezh skrivet abaoe eo en em gavet internet.

Thumb
Ur smiley.

Istor ar smiley

A-raok ma oa bet ijinet ar smiley e voe treset dremmoù eeun gant daoulagad hag ur mousc'hoarzh a-wechoù gant an dud. Ken pell hag ar Ragistor e kaver dremmoù seurt-se e stumm tresadennoù pe maskloù. Tro 2017 e voe adstummet gant ur skipailh henoniourien renet gant Nicolò Marchetti eus Skol-veur Bologna ur pod hitit graet war-dro ar bloaz 1700 kent JK a oa bet kavet e Kargamış e Turkia, ha diskuliet gant an henoniourien un dremm vousc'hoarzhus doare smiley livet warnañ[1].

Thumb
Maskl eus an Neolitik (-7000 bloaz) hag a arouez dija un dremm gant daou doull hag ur mousc'hoarzh.
Thumb
Sinadur Bernard Hennet, abad ar c'hloastr sistersian e Žďár nad Sázavou, e 1741, gant un dresadenn heñvel ouzh ur smiley.

Brudet e oa ar barzh danat Johannes V Jensen evit bezañ arnodet traoù en ur skrivañ. En ul lizher kaset d'an embanner Ernest Bojesen e miz Kerzu 1900 e tresas un dremm laouen hag unan all trist heñvel ouzh smileyoù.

Etre 1908 ha 1920 e reas al luc'hskeudenner katalan Jean Jové gant ul logotip evel sinadur ha war e stal e Limoges hag a zegas da soñj en ur smiley[2],[3].

Er c'henwerzh e voe implijet ar smiley da skouer gant ar Buffalo Steam Roller Company e Buffalo e stad New York e 1919 war e guitañsoù e stumm pegsunioù, ar ger « THANKS » (« trugarez ») a-us d'ar smiley. E 1922 e voe embannet gant ar Gregory Rubber Company eus Akron (Ohio) un tamm bruderezh evit c'hwezigelloù gant un dremm vousc'hoarzhus treset warnañ. Kalz munudoù a oa gant an dremmoù-se avat : divabrant, ur fri, dent, roufennoù ha blev. An dremm ront kentañ gant ur warenn gelc'h evit ar mousc'hoarzh ha daou doull evit an daoulagad e voe embannet gant an New York Herald Tribune eus an 10 a viz Meurzh 1953, pajenn 20, bannoù 4–6.

Er film Port of Call gant Ingmar Bergman e 1948 e krog Berit da dresañ war he melezour gant he ruz-muzelloù un dremm trist tost d'ar smiley hag a griz e dal, gant ur pik evit ar fri, a-raok bezañ distrañset gant unan bennak[4] E 1953 ha 1958 e voe implijet ar memes dremmoù mousc'hoarzhus gant koulzad brudañ ar filmoù Lili (1953) ha Gigi (1958). E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe implijet un dremm vousc'hoarzhus hep fri evel logo klub ar vugale gant an abadenn skinwel stadunanat The Funny Company, hag ar roll klozañ a echue gant ar gerioù "Keep Smiling!" (Kendalc'hit da vourc'hoarzhin !)[5][6]

E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe implijet ar smiley evit ur c'houlzad marketing evit ar wech kentañ. E 1962 e voe profet sweat-shirtoù « WMCA good guys » gant ur smiley warno gant ar savlec'h skingomz new-yorkat WMCA d'e selaouerien hag a responte « WMCA Good Guys ! » ouzh ar pellgomz. Miliadoù a sweat-shirtoù a voe roet evel-se[7],[8],[9].

Ijinet e voe un dremm laouen gant daoulagad vigelc'hiek, ur mousc'hoarzh bras ha div roufenn gant an dezigner Harvey Ball e 1963 e Worcester (Massachusetts) evit ur c'hevredad asurañs stadunanat hag a glaske sevel ur c'houlzad diabarzh evit reiñ startijenn d'e implijidi[10],[11]. Hanter-kant badjoù a voe skignet ivez gant an dresadenn. Kenkoulz, biskoazh n'en deus klasket Ball implijout, kas war-raok pe gwareziñ ar skeudenn hag a yeas en domani foran a-raok ma c'hallfe bezañ graet un argerzhadur gwareziñ bennak[12]. Ball n'en deus tennet gwenneg ebet biskoazh eus ar skeudenn nemet e c'hopr a 45 $ neuze.

Derc'hel a ra David Stern eus David Stern Inc., un ajañs bruderezh eus Seattle, e oa bet ijinet gantañ ar smiley e 1967 e framm e goulzad evit ar Washington Mutual, met n'en deus ket klasket he gwareziñ kennebeut[13].

Brudetoc'h c'hoazh e teuas da vezañ an dresadenn gant ar vreudeur Bernard ha Murray Spain e deroù ar bloavezhioù 1970 e Philadelphia dre ur c'houlzad evit gwerzhañ gadjedoù. Produiñ a rejont tasoù kafe, t-shirtoù, pegsunioù ha kalz traoù all o tiskouez an arouez hag ar frazenn « Have a happy day » (savet gant Gyula Bogar)[14], deuet da vezañ goude « Have a nice day ». Kenlabouret o doa gant an oberier boutonoù new-yorkat NG Slater dija e 1972 evit produiñ badjoù gant mousc'hoarzhoù warno[15].

E 1971 e voe krouet gant ar Gall Franklin Loufrani e smiley dezhañ e framm ur c'houlzad enep-malañjer er gazetenn France-Soir. Lakaat a reas evezh ma voe marilhet al logo brudet en Ensavadur Broadel ar Berc'henniezh Greantel (INPI). Envel a reas « Smiley » e logo ha roet e voe lañs gantañ da The Smiley Company evit annezañ e verk. E 1996 ez eas an embregerezh gant e vab Nicolas Loufrani[16],[17]. Krouet en deus an aouez e 3D ha ledanet en deus ar smiley eeun da gantadoù a zremmvezioù[18]. Perc'hennañ a ra The Smiley Company ar gwirioù evit ar smileyoù e kant bro.

Muioc'h a ditouroù Ur c'hwezigell gant un dremm o vousc'hoarzin, bruderezh FUNNY-B'LOONS e pajenn 20 ar gazetenn The Billboard, 18 a viz Meurzh 1922., Ur stritell bruderezh evit ar film Lili embannet en New York Herald Tribune e 1953. ...
Remove ads

Ar smiley er sevenadur poblek a-vremañ

Thumb
Logo an heuliad comics Watchmen.

Liammet eo an dremm vousc'hoarzhus er Rouantelezh-Unanet gant ar sevenadur psikedelek abaoe Ubi Dwyer hag ar Windsor Free Festival er bloavezhioù 1970, ha gant sevenadur an dance music elektronek, en o zouez an acid house erruet er mare anvet Second Summer of Love e fin ar bloavezhioù 1980. Adlañset e voe ar smiley e fin ar bloavezhioù 1980 gant ar strollad saoz Bomb The Bass[19] hag a lakaas ur smiley war golo o c'horzenn gentañ : Beat Dis. Kemeret eo neuze ar smiley evel arouez ar sevenadur new beat ha house music techno a oa o tiwan e deroù ar bloavezhioù 1990, er Rouantelezh-Unanet dreist-holl.

Er c'hoarioù video e kaver ar smiley ivez a-wechoù. E 1980 e voe roet lañs da bPac-man gant Namco, un dudenn tost ouzh ar smiley. Implijet eo bet ivez er c'hoari MIDI Maze war Atari ST e 1987, hag er c'hoari Battlefield: Bad Company e 2008.[20]

Kavet eo ar smiley er sinema, er sonerezh hag er c'homics saoznek, logo an heuliad Watchmen eo da skouer. E 1991 e voe krouet o smiley dezho gant ar strollad sonerezh Nirvana. Implijet eo bet ivez gant ar grafour saoz Banksy en e labour.

Remove ads

Ar smiley war Internet hag er stlennegezh

Implijet eo bet ar smiley evit stumm moulladus an arouezennoù 1 ha 2 (unan du, egile gwenn) pajenn god 437 (1981) ar PCoù IBM kentañ hag an urzhiataeroù da heul hag a oa kenglotus ganto. Meret eo ar fromlunoù gant an darn vrasañ eus ar reizhiadoù korvoiñ modern.

Smileyoù eo an arouezennoù Unicode da heul :
U+263AAlt+1Dremm wenn laouen
U+263BAlt+2Dremm zu laouen
U+2639Dremm wenn trist

Adstummoù smiley a gaver enlinenn, war ar foromoù, ar postelerezhioù prim hag ar rouedadoù sokial, da skouer : Thumb

Emframmet eo bet ur blok fromlunoù gant stummoù 5.0 ha 6.1 Unicode. Evit o gwelet eo ret staliañ ur font hag a c'hall merañ anezho, evel Symbola[21]


Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads