Springfield Model 1861
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Springfield Model 1861 (Springfield doare 1861) a oa ur fuzuilh-vousked (da lavaret eo ur mousked rizennet e ganol) un-tenn, dezhi boledoù Minié, implijet gant an United States Army hag an U.S. Marines e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. 800.000 skouerenn anezhi a voe produet e arsanailh Springfield (Massachusetts)[3], ha 200.000 skouerenn all en un ugent embregerezh bennak etre 1861 ha 1865[4]. Implijet e voe kalz en US Army e-pad ar Brezel diabarzh dre ma oa resis, ma tenne pell hag e oa un arm a fiziañs.

Kopiennoù modern eus an arm a vez produet hiziv-an-deiz gant an embregerezh italian Pedersoli[5].
Remove ads
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads