Kalibr (armoù-tan)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kalibr (armoù-tan)
Remove ads

Kalibr un arm-tan a zo alies treuzkiz e ganol, hag a-wechoù treuzkiz brasañ e vannadelloù. Evit ar c'hanolioù rizennet e vez muzuliet pe e foñs ar rizennoù (mod ar Stadoù-Unanet) pe e krec'h ar rizennoù (mod Europa). War dachenn ar c'hanolierezh eo ivez ar c'halibr ur muzul eus hirder ar c'hanol.

Thumb
Bannadelloù 9 mm ha 7,62 mm.

Ar ger kalibr, pe kalibr anvel, a vez implijet boaz ivez evit envel ar munisionoù savet hervez muzulioù standardizaet gant aozadurioù evel ar CIP en Europa pe ar SAAMI e Norzhamerika.

Remove ads

Renkadur ar c'halibroù hervez o ment

Hervez ar broioù eo disheñvel ar mod da renkañ ar c'halibroù a-fed ment : e Frañs da skouer e vez lakaet an holl galibroù dindan 20 mm da vezañ bihan, ar re etre 20 mm ha 40 mm da vezañ etre, hag ar re en tu all zo uhel. Er Stadoù-Unanet eo bihan ar c'halibroù izeloc'h o zreuzkiz evit .32 meutad (war-dro 8 mm), etre pa vezont etre .32 ha .39 meutad (etre 8 mm ha 10 mm), hag uhel en tu all[1].

Remove ads

Kalibroù an armoù-tan hiniennel

Kalibroù munisionoù an armoù-tan rizennet o c'hanol

Dre hengoun, er broioù european, muzuliet e vez trogleuziñ ur c'hanol (a-raok e vefe uzinet ar rizennoù) evit termeniñ e galibr, met er Stadoù-Unanet e kemerer e kont kentoc'h ar c'heit etre foñs rizennoù ar c'hanol. En Europa e implijer peurliesañ ar milimetroù. Er Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika e reer kentoc'h gant kantvedennoù ha milvedennoù meutad (1 in = 25,4 mm).

N'eo ket unvan ar mod da envel pep munision, met alies e vez heuliet ar reolennoù-mañ [2]:

  • kalibr ar vannadell, da lavaret eo treuzkiz ar c'hanol (pe ar boled a-wechoù), a zo meneget da gentañ, e milvedennoù meutadoù ma vez ur poent a-raok (.22 LR) pe e milimetroù (5,56 × 45 mm)
  • goude e kaver titouroù all : hirder an douilhez e mm a vez lakaet goude un × (5,56 × 45 mm) ; a-wechoù e kaver ivez anv an embregerezh en deus ijinet ar munision (.308 Winchester) pe titouroù all, evel ar bloavezh m'eo bet ijinet (1906 evit an .30-06 Springfield), ar vro orin (5,6 mm Suis) pe ar gargad poultr ennañ e greunennoù (.44-40 WCF).
  • pep munision en deus un anv metrek eztaolet e milimetroù, met n'eo ket-eñ a vez implijet atav gant ar braz eus an dennerien.
  • doare an douilhez a c'hall bezañ meneget en anv metrek gant ul lizherenn : R evit un douilhez gant ur bourled (rimmed), SR evit un douilhez dezhi un damvourled (semi-rimmed), ha B (ral) evit unan gant ur strad kreñvaet. Pa ne gaver lizherenn ebet en anv metrek e sinfi he deus ar gartouchenn ur greuzenn (rimless)[3].
Thumb
Strad ur gartouchenn 6,5 × 55 mm Mauser savet gant an embregerezh RWS

Abalamour da se e c'hall bezañ anvet ar memes munision e modoù disheñvel hervez an dud. Evit ar munision 9 × 19 mm e reer ivez gant an anvioù 9 mm, 9 mm Luger, 9 mm Para pe 9 mm Parabellum. Ret eo gouzout ivez ne gord ket atav ar sifr kentañ gant muzul gwir treuzkiz ar boled : un emglev eo neuze, evit chom hep droukveskañ daou vunision. Da skouer, ne ra ket 8 mm pe 7,92 mm treuzkiz boled ar 7,92 × 57 mm Mauser (anvet ivez 8x57i), met 8,22 mm e gwirionez.

Goude ar c'halibr e lakaer un niver all a verk hirder ar gartouchenn e milimetroù : ur gartouchenn 12/70 a zo hiroc'h evit unan 12/65. Ar ger magnum a dalvez eo hiroc'h ar gartouchenn evit unan glasel : ur gartouchenn 12/76 a zo stumm magnum unan 12/70.

Kalibroù implijetañ an armoù hiniennel rizennet o c'hanol

Muioc'h a ditouroù ("), Skouerioù munisionoù ...

Kalibroù kartouchennoù ar fuzuilhoù chase flour o c'hanol

Evit an armoù chaseal flour o c'hanol avat eo disheñvel ar mod da envel ar munisionoù : anvet eo ar c'halibr gant un niver eus 4 betek 36. An niver-mañ a gord gant an niver a vannadelloù plom sferek a c'halled ober gwechall gant ul lur a bouez plom (da lavaret eo war-dro 450 gramm). Setu eo ledanoc'h kartouchennoù ar c'halibr 4 evit ar c'halibr 20 da skouer.

Kalibroù implijetañ an armoù hiniennel flour o c'hanol

E milimetroù E meutadoù Anv ar c'halibr
6 mm 6 mm
12 mm .410" kalibr 36, 36 Magnum
13,84 mm kalibr 28
15,6 mm .617" kalibr 20
16,8 mm .667" kalibr 16
18,5 mm .729" kalibr 12
19,7 mm .776" kalibr 10
Remove ads

Skouerioù munisionoù

Kalibroù implijet en armeoù

Thumb
Ur munision .50 BMG (1), unan 7,62 × 51 mm (pe ".308 Win") (3), unan 7,62 × 39 mm (4) hag ur 5,56 × 45 NATO (5) e-kichen munisionoù all hag ur bilhed da genveriañ anezhe.

Kalibroù 12 evit fuzuilhoù chase

Thumb
Kartouchennoù kalibr 12

Kalibroù armoù dorn

Thumb

Munisionoù skoet war o zro

Thumb

Kalibroù implijet e karabinennoù chase

Gwelet ivez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads