Taurus Armas

From Wikipedia, the free encyclopedia

Taurus Armas
Remove ads

Taurus Armas S.A. zo un strollad embregerezhioù armoù-tan brazilian, krouet e 1939 dindan an anv Forjas Taurus S.A.. Daou lec'h-produiñ en deus e Brazil hag er Stadoù-Unanet. Ar 6vet produer armoù-tan er bed eo a-fed savadoù (342 milion $ e 2025)[1].


Thumb

Istor

Krouet e voe Taurus e 1939 e Porto Alegre gant Alamaned. Ur c'hovel e oa da gentañ, met e 1941 e krogas da broduiñ ur revolver e kalibr .38, ar Model 38101SO, a oa savet gant pezhioù armoù embregerezhioù all. Adalek 1968 e ezporzhias e armoù d'ar Stadoù-Unanet. E 1971 e voe prenet ar braz eus lodennoù Taurus gant ar strollad stadunanat Bangor Punta, a oa perc'henn war Smith & Wesson ivez. Dre-se e tennas ar Vrazilianed splet eus skiant-prenet ar merk stadunanat, ha kregiñ a rejont da broduiñ revolverioù tost o framm ouzh reoù Smith & Wesson. E 1977 e cheñchas Taurus perc'henn hag e tremenas etre daouarn Brazilianed adarre. E 1980 e adprenas digant Beretta an uzin en doa servijet da broduiñ ar bistolenn Beretta 92 evit an arme vrazilian, ha diorren a reas ar rummadoù PT92 ha PT99 e 9 mm Parabellum[2].

E 1982 e krouas an embregerezh an Taurus Holdings, Inc. e Miami (Florida) hag e krogas da broduiñ pezhioù armoù ha da sevel anezhe er Stadoù-Unanet evit mont hebioù da reolennoù strizh ar vro war enporzhiañ an armoù-tan. E 1997 e prenas Taurus gwrioù produiñ revolverioù ar merk Rossi. E 2015 e voe prenet 52,67% eus lodennoù Taurus gant CBC, ur strollad brazilian perc'henn war an embregerezhioù munisionoù Magtech ha Sellier & Bellot[3]. E 2019 e cheñchas an anv e Taurus Armas, ha dilec'hiet e voe e lec'h-produiñ stadunanat da Bainbridge (Georgia)[4]. Profitet en deus kalz an embregerezh eus an dekredoù a-du gant an armoù sinet adalek 2019 gant ar prezidant eus an tu-dehou-pellañ Jair Bolsonaro[2].

E 2025 e implije Taurus ouzhpenn 3000 den hag e produe 11.000 arm bemdez[5].

Remove ads

Armoù

Thumb
Ur revolver Taurus Model 869 kambret e .357 Magnum

E-touez an armoù produet abaoe 1941 emañ :

Pistolennoù

  • Taurus Millenium
  • Taurus PT92
  • Taurus PT22
  • Taurus PT1911
  • Taurus TH

Revolverioù

Pistolennoù-mindrailher

  • Taurus SMT

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads