Towcester

From Wikipedia, the free encyclopedia

Towcester
Remove ads

Towcester (distaget [ˈtoʊstər] e saozneg) zo ur gêr eus Bro-Saoz, e kontelezh Northamptonshire. Emañ war lez ar stêr Tove.

Thumb
An ti-kêr kozh

Anv

Dont a ra Towcester eus an anv hensaoznek Tōfeceaster[1]. An elfenn gentañ Tōfe a ra dave d'ar stêr Tove[2]. Hag ar ger hensaoznek ceaster a zeu eus ar ger latin castra ("kamp", "kreñvlec'h") ha peurvuiañ ez a da envel lec'hioù a oa bet kreñvlec'hioù roman e proviñs Britannia[3], evel amañ Lactodurum. Neuze e talvez Towcester kement ha "kamp war lez ar stêr Tove".

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads