Varuna
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Varuna (sañskriteg: वरुण, Váruṇa) a oa un doue hindou, ereet ouzh an oabl, ar c'heinvorioù, hag an dour. En testennoù Vedaek, e oa par d'an doue Mitra ha d'an doueed Ṛta (justis) ha Satya (ar wirionez).[1][2] Varuna a zo unan ag an Adityas, mibien an doueez Aditi hag Kashyapa ar fur[3].
En testennoù diwezhañ evel ar Puranas eo Varuna un Dikpala pe ur gedour eus ar c'hornôg. Skeudennaouet e vez evel un den yaouank pignet war Makara (ur c'hrokodil) hag gant ur Pasha (ul laso) hag ur piched en e zaouarn.[1][4][5] Meur a wreg a zo gantañ ha bugale e-leizh en deus, Vasishtha en o zouez.[1]
Meneget eo el levr tamilek: Tolkāppiyam, evel doue ar glav anvet Kadalon.[6] Ha kavet e vez er voudaegezh japanat evel Suiten.[4]. Kavout a reer anezhañ er jainegezh[7][8].
Remove ads
Testennoù Hindou
Vedaoù
Er Rigveda eo Varuna gward al lezenn hag an hini a gastiz ar re leun a sioù.[9][10] Meneget eo e meur a veulgan eus ar Rigveda, evel er 7.86–88, 1.25, 2.27–30, hag an 8.8, 9.73[4]. E zarempred gant an dourioù, ar stêrioù hag ar c'heinvorioù a vez gwelet er Vedaoù. Ennañ e weler emañ Hiranyapaksha ("evn divaskell aour dezhañ") evel kannader Varuna[11].
Varuna ha Mitra eo doueed ar c'hevratoù hag al leioù, hag alies int gevellet evel Mitra-Varuna[12][13]. Mitra ha Varuna a zo renket e-touez an asuraed er Rigveda (e.g. RV 5.63.3), daoust ma c'hallont bout anvet devaed ivez (e.g. RV 7.60.12)[14]. Varuna, hag a oa roue an asuraed, a voe degemeret gant an devaed goude frammadur ar c'hosmos, urzhiet gant Indra goude e drec'h war an den-naer Vrtra.

Hervez an indologourez Doris Srinivasan eo ar c'houblad Varuna-Mitra ur boud amduek evel ar c'houblad Rudra-Shiva[15]. An daou o deus neuzioù brouezek hag hebred war un dro. Varuna ha Rudra a skeudenn an anaouedegezh hag an daou zo gwarded an norzh en testennoù Vedat (diwezhatoc'h e voe ereet Varuna ouzh ar c'hôrnog). Hervez Samuel Macey, Varuna e voe an doue Indo-Aryan koshañ en eil milved kent J-K, a-raok bout erlec'hiet gant Rudra er pantheon Hindou, ha Rudra-Shiva a zeuas da vout "doue an amzer"[16][17].
Shintoegezh

Varuna a vez azeulet er relijion Shinto. Unan eus an azeuldioù gouestlet dezhañ eo ar Suitengū ("Palez Suiten") e Tokyo. Goude ar Shinbutsu bunri, an troc'h etre ar voudaegezh hag ar shintoegezh e-pad adsav Meiji, e veze gwelet Varuna/Suiten evel an doue uhelañ, Amenominakanushi[18].
Remove ads
Levrlennadur
- (en) Bane, Theresa : Encyclopedia of Demons in World Religions and Cultures. McFarland, 2012 (ISBN 978-0-7864-8894-0)
- (en) Dalal Roshen : Hinduism: An Alphabetical Guide. Penguin Books, 2011 (ISBN 9780143414216)
- (en) Dhavamony, Mariasusai : Classical Hinduism. Gregorian, 1982 (ISBN 978-88-7652-482-0)
- (en) Griffiths, John Gwyn : The Divine Verdict: A Study of Divine Judgement in the Ancient Religions. Brill, 1991 (ISBN 90-04-09231-5)
- (en) Griffiths, Ralph Thomas Hotchkin : The Hymns of the Rigveda. E. J. Lazaarus, 1897 • En-linenn
- (en) Kumar, Sehdev : Thousand Petalled Lotus: Jain Temples of Rajasthan: Architecture & Iconography. Abhinav Publications, 2001 (ISBN 978-81-7017-348-9)
- (en) Leeming, David : The Oxford Companion to World Mythology. Oxford University Press, 2005 (ISBN 978-0-19-028888-4)
- (en) Lochtefeld, James G. : The Illustrated Encyclopedia of Hinduism: N-Z. The Rosen Publishing Group, 2002 (ISBN 978-0-8239-3180-4)
- (en) Macey, Samuel L. : Patriarchs of Time. University of Georgia Press, 2010 (ISBN 978-0-8203-3797-5)
- (en) Mallory, J. P. : The Oxford Introduction to Proto-Indo-European and the Proto-Indo-European World. Oxford University Press, 2006 (ISBN 978-0-19-928791-8)
- (en) Oldenberg, Hermann : The Religion of the Veda. Motilal Banarsidass, 1988 (ISBN 978-81-208-0392-3)
- (en) Snodgrass, Adrian : The Symbolism of the Stupa. Motilal Banarsidass, 1992 (ISBN 978-81-208-0781-5)
- (en) Srinivasan, Doris : Many Heads, Arms, and Eyes: Origin, Meaning, and Form of Multiplicity in Indian Art. Brill, 1997 (ISBN 90-04-10758-4)
- (en) Wiley, Kristi L. : The A to Z of Jainism. Scarecrow, 2009 (ISBN 978-0-8108-6821-2)
- (en) Williams, George Mason : Handbook of Hindu Mythology. ABC-CLIO, 2003 (ISBN 978-1-57607-106-9)
Remove ads
Da welet ivez
Ereoù diavaez
- Asura Varuna, R. N. Dandekar (1939)
- Great Vayu and Greater Varuna, Mary Boyce (1993)
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

