Walther P38
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Walther P38 zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1939 gant an embregerezh alaman Carl Walther. Kambret eo e 9 mm Parabellum. Unan eus armoù-dorn brudetañ an XXvet kantved eo abalamour d'e implij gant an arme alaman da vare an Eil Brezel-bed ha d'e stumm dibar.
Remove ads
Istor
Er bloavezhioù 1930 e fellas d'an Alamaned cheñch o fistolennoù reoliek Luger P08 abalamour dezhe bezañ diwar-c'hiz e-keñver surentez da skouer[1]. Kinniget e voe gant Carl Walther un arm nevez d'ar Wehrmacht a asantas anezhañ e 1938, goude ur mare sevel hir. Deveret e oa eus ar pimpatromoù Walther AP (Armee Pistole) ha Walther HP (Heeres Pistole) kambret e 9 mm Parabellum ha 7,65 mm Parabellum, breouet gant Fritz Walther hag F. Barthelemes e 1937[2].
Kregiñ a reas ar produiñ e 1939 da vat. Nevezinti a zegase evel un draen un-ober/daou-ober, ur bouton da ziskouez hag-eñ e oa karget ar bistolenn pe get[1], hag ul loc'henn decocking. An elfennoù-mañ a gaver war ar braz eus ar pistolennoù hiziv-an-deiz. Ar stumm kentañ eus ar P38 produet etre 1939 ha 1945 a anver ivez HP pe HeerePistole (Pistolenn an arme).
Implijet e voe evel arm-dorn gant kalz ofiserien alaman da vare an Eil Brezel-bed. Un trofe priziet e oa ar P38 e-touez ar soudarded saoz pe amerikan, evel al Luger P08[3]. Goude ar brezel e voe tapet miliadoù a skouerennoù eus ar P38 gant broioù a bep seurt evit pourvezañ o armeoù pe polisoù. E Frañs e voe implijet gant an Archeriezh Vroadel hag an arme etre 1945 ha 1955. Adalek 1957 e fellas d'ar Bundeswehr reseviñ P38 nevez. Produet e voent adalek ar bloavezh-se dindan an anv P38, hag etre 1963 ha 2000 gant un nebeud kemmoù a-wechoù, dindan an anvioù P1 (produet gant Manurhin, framm en aluminiom, ha n'eo ket e dit evel ar stumm orin, evit skañvaat an arm), P4 (kanol berr 11 cm) pe P5 hervez. Un nebeud skouerennoù eus ar P38 K (evit Kurz, berr), ur stumm dezhañ ur c'hanol 7 cm hepken ha kambret e 9 mm ha 7,65 mm Parabellum, a zo bet anezhe ivez.
Produiñ
War-dro ur milion a P38 a zo bet produet en holl en XXvet kantved, gant tri embregerezh dreist-holl :
- Walther : ouzhpenn 500.000 skouerenn, warne kodoù ox, 480-x pe ac-x ;
- Mauser : ouzhpenn 340.000 skouerenn, kodet byf ha goude-se svw [2];
- Spreewerke etre 1943 ha 1945 : ouzhpenn 280 000 skouerenn, merket cyq pe cvq , produet e eil uzin ar strollad e Grottau (hiziv-an-deiz Hrádek nad Nisou e Tchekia). Ar sifr 88 dindan un erev zo ur merk all a gaver war ar psitolennoù P38 produet eno[4].
- skouerennoù savet gant ar C'hallaoued goude ar brezel a-drugarez da stokoù seziset en uzin Mauser, merket svw 45 pe svw 46[2].
Walther a gendalc'has da broduiñ ar P38 goude an Eil Brezel-bed e Ulm. An embregerezh gall Manurhin a reas skouerennoù dindan aotre etre 1957 ha 1995 evit pourveziañ ar Bundeswehr.
Remove ads
Liammoù diavaez
- (en) P38 Walther war al lec'hienn Modern Firearms
Levrlennadur
- (en) BALCAR Jan, CLARIN Ron, The P.38 Pistol: Spreewerk Production, 2009, 291 p., ISBN 978-1-60458-364-9
- (fr) CAILLEAU Stéphane, Walther P.38: Germany's 9 mm Semiautomatic Pistol in World War II, Schiffer Military History 2020, 80 p., ISBN 978-0764359675
- (fr) MALHERBE Michel, Le P38 et son histoire, Crépin-Leblond, 2012, 304 p., ISBN 9782703003595
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads