Yann-Vari Deguignet
skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Yann-Vari Deguignet zo bet ganet e Gwengad d'an 19 a viz Gouere 1834 hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Eost 1905 dirak ospital Kemper. En Erge-Vihan edo o chom e fin e vuhez. Ur skrivagner gallek ha brezhonek e oa.

Buhez
Klasker-bara en Erge-Vras, paotr-saout e Kerfeunteun, soudard e Krimea, Kabilia ha Mec'hiko, labourer-douar en Erge-Vihan, e karg eus ur burev-butun e Pluguen e voe Yann-Vari Deguignet tro-ha-tro, ha sparlet en ospital Kemper gant ar bsikiatrourien .
Oberennoù
Brudet eo abalamour d'an eñvorennoù skrivet gantañ e galleg, Mémoires d'un paysan Bas-Breton[1].
Deuet eo betek ac'hanomp un nebeud testennoù all skrivet gantañ e galleg ivez : prederiadennoù personel (ur Vuhez Jezuz, un Istor ar gwengeloù) ha kaieroù « labour » diembann an aliesañ (ur c'haier notennoù, e destamant moral, brouilhedoù lizheroù[2]). Un nebeud skridoù a zo bet savet en e yezh-vamm gantañ ivez : barzhonegoù, hag un treted diwar-benn ar gwenanerezh ha n'eo ket bet adkavet.
E oberenn a zo un testeni eus buhez kouerien Bro-Gemper e fin an XXvet kantved, hag eus hini ar soudarded a renk izel d'ar mare-se. E sell eus ar gevredigezh a zo unan ur Republikan penn-kil-ha-troad, enepkloer hag anarkour.
En ur studiadenn hir[3] eo bet prouet gant an etnopsikiatrour Philippe Carrer e c'houzañve Jean-Marie Déguignet gant ar paranoia.
Remove ads
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
