Yezh V2
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh V2 evit komz eus yezh lec'hiet ganti ar verb en eil lec'h en islaverennoù pennañ er stumm kadarnaat atav.
Yezhoù V2 dre ar bed
Yezhoù V2 eo an darn vrasañ eus ar yezhoù germanek, estreget ar saozneg, hag ivez ar c'hachmireg hag ul lodenn eus ar yezhoù retoromanek. Gwezhall e veze implijet an urzh-mañ ivez gant ar galleg.
Doareoù yezhoù V2
Isrannet e c'hell bezañ ar yezhoù V2 e daou doare pennañ:
- Yezhoù CP-V2: implijet an urzh V2 en islavarennoù emren nemetken, en o zouez ar svedeg hag an alamaneg;
- Yezhoù IP-V2: implijet an urzh V2 koulz en islavennoù stag hag en islavarennoù emren, en o zouez an islandeg hag ar yidicheg
Hanter-hent etre an daou doare pennañ-se emañ ar c'hachmireg.
Skouerioù
Brezhoneg
E brezhoneg, da skouer, e vez lakaet ar verb displeget (gant ar rannig dereat), da lâret eo ar veb gantañ un arc'hwel kevreadurezhel, en eil lec'h er frazenn atav daoust ha ma c'hell kemmañ urzh an elfennoù all:
- Da skouer:
- "Me a gomz brezhoneg bemdez"
- MeRENER a gomzVERB DIS. brezhonegRENADENN bemdezADSTAG.
- Verb displeget en eil lec'h: "a gomz"
- "Brezhoneg a gomzan bemdez"
- BrezhonegRENADENN a gomzanVERB DIS. bemdezADSTAG.
- Verb displeget en eil lec'h: "a gomzan"
- "Komz a ran brezhoneg bemdez"
- KomzVERB PENN. a ranVERB DIS. brezhonegRENADENN bemdezADSTAG.
- Verb displeget en eil lec'h: "a ran"
Izelvroeg hag alamaneg
Yezhoù SOV CP-V2 eo an izelvroeg hag an alamaneg, da skouer en izelvroeg:
- Ik las dit boek gisteren
- IkRENER lasVERB dit boekRENADENN gisterenADSTAG.
- "Lenn a ris al levr-mañ dec'h"
- Gisteren las ik dit boek.
- GisterenADSTAG. lasVERB ikRENER dit boekRENADENN
- "Dec'h e lennis al levr-mañ"
Svedeg
Ur yezh SVO CP-V2 eo ar svedeg, da skouer:
- Jag läste den här boken igår
- JagRENER lästeVERB den här bokenRENADENN igårADSTAG.
- "Lenn a ris al levr-mañ dec'h"
- Igår läste jag den här boken
- IgårADSTAG. lästeVERB jagRENER den här bokenRENADENN
- "Dec'h e lennis al levr-mañ"
Yidicheg
Yezhoù SVO IP-V2 eo an islandeg hag ar yidicheg, da skouer e yidicheg:
Kachmireg
Ur Yezh SOV IP/CP-V2 eo ar c'hachmireg, da skouer.
- mye per yi kyitaab az
- "Lenn a ran al levr-mañ hiziv"
- az per mye yi kyitaab
- "Hiziv e lennan al levr-mañ"
- mye von zyi mye per yi kyitaab az
- "Lâret em eus e lennan al levr-mañ hiziv"
- mye von zyi az per mye yi kyitaab
- "Lâret em eus e lennan al levr-mañ hiziv"
- Stumm stambouc'hus emren
- yi chi swa kyitaab ywas mye az per
- "Hennezh eo al levr a lennan hiziv"
- Stumm stambouc'hus stag
- yi chi swa kyitaab ywas mye veny zyi mye per az
- "Hennezh eo al levr em eus lâret e lennan hiziv"
Remove ads
Gwelit ivez:
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads