Yezh SOV
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh SOV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh rener ("S") - renadenn ("O") - verb ("V"). Anvet e vez ivez yezh AOV, da lâret eo graer ("A") - renadenn - verb.
Yezhoù SOV dre ar bed
Homañ eo an urzh kavet an aliesañ e-touez yezhoù ar bed hag a-gevret gant an urzh SVO e vez implijet gant 75% eus holl yezhoù ar bed.[1]
Implijet e vez an urzh SVO gant yezhoù eus meur a familh-yezh, en o zouez an ainoueg, an amhareg, an asameg, an armenieg, an aymareg, an euskareg, ar banglaeg, ar burmeg, ar bourouchaskeg, an hindeg an hopieg, an hungareg, ar japaneg, ar c'hannadeg, ar c'horeaneg, ar c'hurdeg, al latin, ar manchoueg, ar mongoleg, an navac'hoeg, an nepaleg, an nivc'heg, an nobineg, ar pachtoueg, ar perseg, ar pandjabeg, ar c'hetchwaeg, ar sañskriteg ar serieg, ar sinhaleg, ar somalieg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù kouchitek all, an tamileg, an tibeteg, an telougoueg, ar yezhoù turkek, ar youkagireg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù kaokazek.
Remove ads
Perzhioù yezhadurel
Techet eo ar yezhoù SOV d'ober gant lerc'hennoù kentoc'h evit gant araogennoù.
Peurliesañ e vez lec'hiet ar verboù skoazell da heul ar verb pennañ.
Alies ivez e vez lec'hiet ar raganvioù diskouezañ dirak an anvioù-kadarn a glota gante.
Doareoù
Daoust ha ma n'eo ket gwall splann an diforc'h atav, oc'h implijout meur a yezh SOV ar merkadur doubl, e c'heller o isrannañ e daou doare pennañ:
- Yezhoù implijet gante ar spisaermerkadur: implijet gante kentoc'h troadoù stag ouzh an anvioù evit lakaat an diforc'h etre arguzenn ar rener ha hini ar renadenn. Peurliesañ e vez lec'hiet an anvioù-gwan hag an niveroù dirak an anvioù-kadarn a glota gante hag implijet e vez gante dreist-holl, hag a-wezhoù nemetken, lostgerioù e lec'h rakgerioù. Da skouer: ar japaneg hag an tamileg;
- Yezhoù implijet gante ar pennmerkadur: implijet gante kentoc'h kengerioù stag ouzh ar verboù evit lakaat an diforc'h etre arguzenn ar rener ha hini ar renadenn. Implijet e vez ante koulz rakgerioù ha lostgerioù. Verb-heñvel e peurliesañ an anvioù-gwan er yezhoù evel-hen, ha neuze e vezont lec'hiet war-lerc'h an anv dre vras. Peurliesañ e teu an niveroù hag ar spisaerion all da heul an anv a glota gante. Da skouer: an navac'hoeg hag ar serieg.
Skouerioù
Japaneg
Ur yezh daspegel eo ar japaneg.
- は (wa): Merk an tema
- を (o): Merk ar renadenn
Koreaneg
- 는 (neun)/은 (eun): Merk an tema
- 를 (reul)/을 (eul): Merk ar renadenn
Burmeg
Ur yezh dezrannel eo ar burmeg.
1 Merk lerc'hiennel troad ar rener.
2 Merk lerc'hiennel troad ar renadenn.
3Rannig, merk an amzer-vremañ.
Euskareg
Ur yezh ergativel-absolutivel eo an euskareg.
Latin
Ur yezh enteuzel eo al latin, implijet gantañ meur urzh disheñvel. SOV eo an urzh diazez avat.
Pachtoueg
Remove ads
Daveoù
Gwelit ivez:
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads