me
From Wiktionary, the free dictionary
Remove ads
Raganv-gour
me /ˈmeː/
- Raganv rener ar c'hentañ gour unan.
- Me zo bet boufonet gant honnezh peogwir o deveze truez ar chas ouzhin. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 551.)
- Me ’lavar deoc’h un dra : va eontr a zo kouezhet er stêr vras hag a zo beuzet. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 15-16.)
- Ger a verk ar c'hentañ gour unan evel doareenn.
- — « Piv an desketañ en ti ? »
— « Me, a respontas ar c’hi. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 7.) - — « [...] ; me eo ar mestr ha ne blegin da zen ebet . [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 166.)
- — « Piv an desketañ en ti ? »
- (War-lerc'h ur verb en doare-gourc'hemenn) Raganv ha renadenn er c'hentañ gour unan.
- Laoskit me da ouelañ.
- Dimezet me pe laoskit me. Kanaouenn.
- Karet mé. — (Guillevic ha Le Goff, Grammaire bretonne du dialecte de Vannes, Lafolye, 1902, p. 31.) ; Chetu mé. — (Guillevic ha Le Goff, Grammaire bretonne du dialecte de Vannes, Lafolye, 1902, p. 31.)
- Renadenn eeun a-wechoù e penn kentañ ur frazenn:
- Me a gemeri da bried, paotr.
- e penn-kentañ ur frazenn en anaforenn
- Me a fell din bezañ selaouet.
- Me a blij din gwelout anezhi.
- War-lerc'h ur verb, da greñvaaat ar rener er c'hentañ gour unan.
- — « Perak ne c'hortozfen-me ket, » eme Gleze ; « [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 24.)
- Petra ’ rin-me, bremañ, e Karreg-al-Louarn, me ur paour kaezh intañvez, klañv, kozh, va-unan, va-unan ! — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 41.)
- [...] hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 7.)
- Petra a lakaïn-me d'ober eun torchouer bremañ ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 302.)
- Petra am bije-me graet ma vije erruet netra nemet pep mad ganit-te ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 330.)
- War-lerc'h un araogenn displeget,
- Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 18.)
- Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 19.)
- — Ia, eme-ve ouzign va-unan, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 55.)
- da greñvaat ma, anv-gwan perc'hennañ, war-lerc'h un anv-kadarn:
- Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 43.)
- Ma mamm-me a oa bet o vagañ e Paris. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 334.)
- Ma c'hi-me a oa bet kroget un naer ennañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 282.)
- — « Laka evezh, va mabig-me, ouzh ar jeant-se ivez, [...] ! »— (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 88.)
- — « Ac'hanta, » eme Gristof, « pe va zi-me, pe ho hini-c'hwi, roue, eo ar c'haerañ ? » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 167.)
- da greñvaat ma, renadenn eeun : ?
- ... mar kirit va lezel-me, me a renko anezo evel ma'z eo red. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 46.)
Remove ads
Etimologiezh
- Eus me e latin.
Etimologiezh
Etimologiezh
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Etimologiezh
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads