Amzer-da-zont kent
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-da-zont kent evit komz eus un amzer yezhadurel en dazont a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud achu en amzer-da-zont e-keñver ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe c'hoazh diwezhatoc'h evit ar mare m'emeur o komz diwar e benn lakaet da daveen en ur reizhiad keñveriek, da skouer[1]:
Muioc'h a ditouroù Amzerioù yezhadurel ...
Serriñ
Daou zoare zo d'e sevel, hervez an daou verb-skoazell, bezañ pe kaout:
- A-benn neuze hag ac'hann di en do harzet meur a gi (krennlavar)
- Brav e vo bet dezhañ da vont
En-berr, ur c'hej etre amzer-da-zont hag amzer-dremenet.