Amzer-vremañ (yezhoniezh)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-vremañ evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud o c'hoarvezout d'an mare m'emeur o komz en ur reizhiad rik pe c'hoazh d'un mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.
Muioc'h a ditouroù Amzerioù yezhadurel ...
Serriñ
E meur a yezh indezeuropek e tiforc'her etre an doare-disklêriañ diouzh un tu hag an doare-sujañ diouzh an tu all, kollet an diforc'h-mañ e brezhoneg, da skouer:
- e galleg: il est (divizout) / qu'il soit (sujañ)
- e portugaleg: el é (divizout) / que seja (sujañ)
- en alamaneg: er ist (divizout) / er sei (sujañ)