From Wikipedia, the free encyclopedia
Strollad Broadel Breizh, Parti national breton / PNB e galleg, a oa ur strollad politikel broadelour breizhat bet krouet e 1931 hag a badas betek 1944. L'Heure Bretonne e oa kazetenn ar strollad. Roet eo bet lamm d'ar strollad goude Dieubidigezh Bro-C'hall e fin an Eil Brezel-bed, en abeg d'ar c'henlabourerezh gant an Trede Reich.
Deiziad krouiñ | 1931 |
---|---|
Prezidant | Frañsez Debauvais |
Stad | Frañs |
Ideologiezh politikel | broadelouriezh Breizh |
Sez sokial | Roazhon |
Deiziad divodadur | 1944 |
Pouez politikel Strollad Broadel Breizh hag e wriziennadur er gevredigezh vrezhon a laka an tabut da sevel. Evit lod tud ne oa mann pe dost e bouez, padal e oa e oa ur pouez dreistordinal dezhañ evit lod all.
Ingal e oa livet mogerioù Roazhon ha kêrioù bras Breizh gant izili an SBD.
|
||
Ar Bagadoù Stourm a oa strollad emzifenn Strollad Broadel Breizh, Yann Goulet er penn anezhañ. Lod anezho evel Ange Péresse a guitaas anezhañ en ur heuliañ Célestin Lainé ha Marsel Guieysse war-du ar strollad stourm Bezen Perrot, ur strollad tud armet hag emezelet e servij an Trede Reich. Lod all avat a yeas war-du ar Rezistañs (strollad Liberté eus Sant-Nazer).
L'Heure Bretonne e oa kazetenn Strollad Broadel Breizh, adal miz Even 1940 betek miz Even 1944, da lavaret eo da vare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.