From Wikipedia, the free encyclopedia
Tizh a reer er fiñvoniezh eus ar c'hementad a vuanded a zo gant un draezenn, da lavarout eo eus feur ar c'hemm en e lec'hiadur sturiadel en egor, hep kemer e kont na stur na ster roud an draezenn.
Ur ventenn skeuliadel eo an tizh peogwir eo dizalc'h diouzh roud an draezenn en egor, a zo sturiadel evel an nerzh pe ar vuanded.
Tizh keitat un draezenn eo an hed diskaret ganti rannet dre badelezh he fiñvadenn ; tizh predel a reer eus he zizh keitad pa dosta ar pad da vann.
Evit jediñ tizh un draezenn e ranner hirder he hentad dre an amzer a laka evit mont eus an eil penn d'egile. Ar metr dre eilenn (aroueziet m/s pe m·s−1) eo unanenn an tizh hervez erbedadennoù an SI; da skouer : 27,77 m/s eo tizh ur c'harbed a laka un eurvezh da ziskar 100 km (105 m ÷ 3600 s). Ul lieskement eus an unanenn-se eo a vez implijet war ar pemdez avat : ar c'hilometr dre eur (km/h, da lavarout eo 1 000 m/3 600 s) ; kentoc'h eget merkañ 2,77 m/s, odometr ur c'harr-tan a ziskouezo 100 km/h eta.
Bevennet gant arlakadenn ar geñverelezh arbennik Albert Einstein eo skalfad an tizh, en em astenn eus 0 m/s (an difiñv) betek 299 792 458 m/s (tizh ar gouloù er peurc'houllo) ; herr eo anv an tizh er fizik keñverel.
Ar fizikour italian Galileo Galilei (1564-1642) a vuzulias hag a geñverias an amzer a lakae div draezenn disheñvel evit mont eus un eil lec'h d'ul lec'h all, ar pezh a c'hallas termeniñ dre ar gevatalenn :
Galileo Galilei e voe ar skiantour kentañ o krediñ rannañ ur ventenn dre ur ventenn all zisheñvel, pa grede da ouizieien e amzer e oa ken sod hag ouzhpennañ troatadoù da eurvezhioù.
Pa jeder an tizh keitat neuze e lezer a-gostez argemmoù an tizh e-keit ha ma fiñv an draezenn, da lavarout eo an tizhoù predel. Da skouer :
A-c'houde labourioù ar matematikour alaman Gottfried Leibniz (1646-1716) war ar jediñ argemmek e c'hallas ar matematikour gall Pierre Varignon (1654-1722) termeniñ an tizh predel evel un hed peuznull rannet dre ur predad peuznull dre ar gevatalenn :
Tizh linennek a reer eus ar c'hementad a vetradoù a vez diskaret dre eilenn gant un draezenn o fiñval a-hed ul linenn eeun pe get, evel un hent etre div gêr.
Tizh a-spin a reer eus tizh linennek un draezenn o fiñval war trohed ur c'helc'h.
Mar lakafemp ur gantenn 1 m he skin da dreiñ tro-dro d'he c'hreiz gant un tizh linennek digemm – 1 dro dre eilenn, da skouer – ha mar sellfemp ouzh ur poent A war trohed ar gantenn hag ouzh ur poent B lec'hiet war hanter ar skin e kavfemp ez eo hiroc'h hent A eget hent B :
Div wech buanoc'h eget A e trofe B ; ha mard arsellfemp ur poent C lec'hiet 1 mm diouzh ar c'hreiz ? e vefe hirder e hent, neuze e vefe 0,00628 m/s e dizh (0,0226 km/h, 22,6 metr bep eurvezh). Difiñv e vez kreiz ur gantenn a lakaer da dreiñ, ha seul vuioc'h e pellaer diouzh ar c'hreiz, seul vrasoc'h e vez an tizh.
Tizh a-spin a reer eus an tizh-se abalamour m'eo stur ar fiñv a-spin gant trohed ar gantenn.
Disheñvel eo tizh pep poent diouzh hini pep poent all ha n'emañ ket war an hevelep kelc'h, hogen un niver hepken a droioù dre eilenn zo gant an holl boentoù ; aesoc'h neuze eo muzuliañ ha kementadiñ tizh un draezenn kelc'hiek dre gelc'htroioù dre eilenn (pe dre vunutenn, dre eur).
Buanded a-spin eo an termen a zere pa vez sturiet troiad un draezenn ; mentenn ar vuanded a-spin eo an tizh a-spin neuze.
Seul vrasoc'h ar vuanded a-spin (kelc'htorioù/eilenn), seul vrasoc'h ivez an tizh a-spin (m/s) ; seul vrasoc'h skin ar c'helc'h, seul vrasoc'h ivez tizh a-spin e drohed.
Kement-se a vez lakaet e pleustr evit diskouez tizh linennek ur c'harr war an hent : muzuliet e vez trohed ur rod ha lieskementet dre an niver a droioù dre eilenn, alese an tizh diskouezet e km/h ; seul vrasoc'h ar rod, seul nebeutoc'h a droioù evit diskar 1 km.
Ar m/s eo unanenn ofisiel an SI, hogen unanennoù all a vez war implij war an dachenn etrebroadel.
Setu amañ un nebeud tizhoù keitat a zo bet muzuliet dre ar bed – war-eeun, dre jediñ pe dre vrasjediñ. E druz emañ an talvoudegezhioù rik.
m/s | km/h | Evezhiadennoù | |
---|---|---|---|
Dilec'hiadur ar c'hevandiroù | 0,0000000036 | 3,6 x 10−12 | War-dro 3,6 cm bep bloaz, hervez al lec'h. |
Maligorn (Helix aspersa) | 0,013 | 0,05 | 5,8 m d'an eur ; Herrekañ maligorn.[2] |
Den o kerzhout | 1,25 | 4,5[3] | Keitad uhel. |
Den war varc'h-houarn | 4,5 | 16,2 | Diouzh an den, an dachenn, ar benveg ha liv an amzer. |
Uhelañ tizh aotreet war an hentoù boutin gall | 25 | 90 | |
Reder a-vicher | 10,43 | 37,58 | Jamaika – Usain Bolt, kampionad ar bed, Berlin, 2009. |
Pignerez | 16.7 | 60,12 | Taiwan – Skraber-oabl Taipei 101, 1 002 m/mn. |
Uhelañ tizh aotreet war an hentoù-tizh gall | 30,55 | 110 | |
Gwepard (Acinonyx jubatus) | 31,94 | 115 | Herrekañ loen war an douar.[2] |
Korventenn | 33 | 118,8 | Nerzh 12 Beaufort e-pad 60 eilenn da nebeutañ. |
Rinkin mako (Isurus oxyrhinchus) | 34,44 | 124 | Herrekañ loen er mor.[2] |
Uhelañ tizh aotreet war ar gourhentoù gall | 36,11 | 130 | |
Uhelañ tizh dre nerzh un den | 37,02 | 133,284 | Kanada – Sam Whittingham, 2009, war ur marc'h-houarn-gourvez[4] |
Falc'hun pirc'hirin (Falco peregrinus) | 108,05 | 389 | Herrekañ loen en aer ha war an Douar.[2] |
Spirit of Australia, Ken Warby | 141,97 | 511,11 | Aostralia – Herrekañ bag, 1978[5]. |
Cessna Citation X+ | 271,66 | 978 | Stadoù-Unanet – Mach 0.79 ; herrekañ nijerez nann milourel[6]. |
Tizh ar son en aer sec'h, war live ar mor, 20 °C | 343 | 1 234,8 | Termenadur Mach 1[7]. |
Lockheed SR-71 Blackbird | 984 | 3 529,6 | Stadoù-Unanet – Mach 3,3 ; Herrekañ nijerez er bed[8]. |
Egorvulzun Endeavour OV-105 | 7 741,6 | 27 870 | Stadoù-Unanet – Resped : 1992-2011[9]. |
Tizh c'hweladur an Douar | 465,1 | 1 674,36 | Er c'heheder. |
Tizh amestezel an Douar tro-dro d'an Heol | 29 783 | 107 218,8 | Etre 29 291 m/s ha 31 287 m/s. |
Sonterezioù egor Helios-A hag Helios-B | 70 220 | 252 792 | Alamagn & Stadoù-Unanet – O treiñ tro-dro d'an Heol, 1974-1976[10]. |
Tizh ar gouloù er peurc'houllo | 299 792 458 | 1 079 252 848 | Tizh uhelañ en hollved anavezet. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.